Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Antell, anezhi ur skoulm lagadek graet evit tapout jiboez, anvet ivez las-kroug. A-wechoù e stigne lindagoù da bakañ gedon pe gonikled. 2. Dre skeud. Taol-gwidre implijet evit touellañ ub., e gas en un degouezh diaes pe dañjerus. Ul lindag eo a stignont evit o fakañ. DHS. itrik, troidellerezh, tun. HS. griped, pej, stign, trap.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

lindag

1499
Daveenn : LVBCA p134 ('lacet (piège)')

las pe lintag

1499
Daveenn : LVBCA p130, 134, 158 ('lacet ou collet')

lintagoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (Filet, ou pieges pour prendre des bêtes sauvages, renards, chats, loups, &c., p.)

lintag

1732
Daveenn : GReg pg filet (Filet, ou pieges pour prendre des bêtes sauvages, renards, chats, loups, &c.)

lindag

1850
Daveenn : GON.II.HV pg poull (-strap)

Ur c'honikl am eus paket el lindag.

1850
Daveenn : GON.II pg konikl, kounikl (J'ai pris un lapin dans les lacs).

lindagoù en deus stegnet

1850
Daveenn : GON.II pg stéña (il a tendu des pièges)

lindag

1850
Daveenn : GON.II pg las, lindag

lindagoù

1850
Daveenn : GON.II pg lindag

Kalz lindagoù em [sic] eus antellet.

1850
Daveenn : GON.II pg lindag (J'ai tendu plusieurs lacets, plusieurs pièges.)

It da antellañ lindagoù evit pakañ gedon.

1850
Daveenn : GON.II pg añtella (allez tendre des piéges pour prendre des lièvres.)

Gwir eo ivez ne deo ket bemdez eo o devez kig fresk da zibriñ ; toulloù en douar, trapoù, lindagoù, pechoù a bep seurt a vez lakaet evit klask tapout an "nyama", met an nyama n'eo ket ken stank-se, ha ne da ket bep gwech d'en em stlepel el lindagoù pe er pechoù.

1985
Daveenn : DGBD p75

Gant muntr Lazaridis koulskoude ez eus bet lakaet ul lindag en hon c'herc'henn ha div vaodiernezh, da nebeutañ, a zo o prientiñ stardañ anezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p135

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial