I.
V.g.
A.
1. (db. ar stered)
Teuler gouloù.
En oabl e lintr ar stered aour. Lintrañ a rae un heol yac'h ha sart.
2. (db. an traoù lufrus)
Disteuler gouloù.
Gwelet a reas ar walenn o lintrañ. E zaoulagad ne lintront ket evel gwechall. Lintrañ a raent evel melezourioù.
B. Dre skeud.
1. Bezañ ur voem e welet.
O sae badeziant a lintre.
2. (db. santadoù, stadoù ha fedoù zo)
Bezañ anat war dremm ub. pe en e zaoulagad.
Ar yec'hed a lintras war he zal. Ar skiant o lintrañ en e lagad.
&
E zremm a lintre gant ar joa : anat e oa war e zremm e oa leun a joa.
3. (db. an anvioù)
Bezañ brudet, bezañ enorus.
N'eus anv ebet o lintrañ.
HS. luc'hañ, lufrañ, lugerniñ, skediñ.
II.
V.k.e.
A-wechoù, dre fazi
Linkañ.
Lintret em eus anezhañ.
DHS. diskar.