Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A lintr. Sizailhoù lintrus. Bannoù lintrus an heol skedus. Daoulagad lintrus o skediñ. & Trl. kv. Lintrus evel an heol : a lintr kalz. HS. luc'hus, lufr, lugernus, skedus. 2. Dre ast. (db. ar pesked pe traoù all). Dezhañ livioù flamm. Ar merlank n'eo ket lintrus. [1954] [...] rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre [...]. HS. flamm. 3. Dre skeud. Illur. Anv lintrus Sant Ildud. DHS. brudet, kaer.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

klezeier lintrus

1732
Daveenn : GReg pg flamboyant (Une épée flamboyante, p.)

ur c'hleze lintrus

1732
Daveenn : GReg pg flamboyant (Une épée flamboyante.)

Lufret-kaer, ramp ha lintrus d’an heol evel skorn eo ar mein warno, hag int kement o-zeir ha teir c’hrec’hienn.

1923
Daveenn : SKET p.18

Tri blanken lintrus, ur stern houarn, hag ur c’holc’hed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Al lêrennoù a ranke bezañ lintrus evel sklasennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Er renk kentañ, war ur gador, e welen un aotrou e zremm lintrus ha razet, na ehane ket da strakal e zaouarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Morvitellet e oa an iliz freuzhet [sic, freuzet], ar c'hloastr, ar serz[h]ennoù o sklent lintrus, dindan bannoù a-blomm un heol gor.

1949
Daveenn : SIZH p.55

En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.

1954
Daveenn : VAZA p.31

D'an daoulamm-ruz war gein e jav, / Ur c'hadour yaouank, balc'h ha mav, / Harneziet-dreist ha gwisket-kran, / E armou lintrus 'vel an tan !

1960
Daveenn : PETO p55

Ra vo skouer Ho sant merzeriet / Ur c'houlaouenn lintrus he sked / D'am c'halon sec'h ha dizeriet / Da ziarbenn lasoù ar bed !

1960
Daveenn : PETO p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial