1. Obererezh lipat ub., udb.
Al lip zo mat : plijus eo lipat e blad goude debriñ.
&
Tamm boued a c'haller pakañ gant an teod.
2. Tamm boued mat.
« Mat e oa al lip ? » - « Ya 'vat ! ».
3. Trl.
Lip-e-vourroù : meuz saourus.
&
(db. an dud)
Lip-e-werenn : mezvier.
4. Pemdez
Pok.
Petra c'hwekoc'h eget ul lip d'ur plac'h koant ?
HS. bouch.
5. Dre ast., pemdez
Taol.
Reiñ e lip, e damm lip da ub. : skeiñ gantañ.
&
Trl.
Tapout e lip : bezañ trec'het-naet.
N'int ket bet war-dro amañ, abaoe al lip o doa tapet.