Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. [1499] Livaj. B. 1. ARZOÙ [1931, 2012] Oberenn ul livour. Livadurioù eoul, dre eoul, dre zour. Arvestiñ ouzh ul livadur. Livadurioù Pablo Picasso. HS. livadenn, taolenn. 2. Gorreenn livet gant ul liver (e diabarzh pe e diavaez ur savadur da skouer) Adober livadurioù un ti. II. H.g. 1. Oberiadur livañ udb., oberiadur ledañ liv war udb. Livadur un daolenn. Livadur ur c'harr. 2. Oberiadur reiñ liv d'udb. Livadur ur pezh gwiad. & [1931] livadur arem : oberiadur goleiñ un draezenn bnk. gant ul liv arem pe vrun.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

livadur

1499
Daveenn : LVBCA p134 (tainture)

livadur

1732
Daveenn : GReg pg enluminure (l'art d'enluminer)

livadur

1850
Daveenn : GON.II.HV pg livadur

"livadur" g.

1923
Daveenn : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Matière colorante, couleur".

Krugelloù a savent ha war al leinoù anezho e stumment pep a azeuldi, sked-holl gant aouradur ha livadurioù.

1923
Daveenn : SKET p.120

"livadur-war-vur" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.133 « Geriadurig », "Peinture à fresque (Notennou VIII, p. 46)".

livadur arem

1931
Daveenn : VALL pg bronzage

livadur dre zour

1931
Daveenn : VALL pg aquarelle

Bez' e oa en "miniature" livadur Tintoretto he doa sellet outañ gwechall gant kement a fent hag a fouge o lavarout diwar-benn ar benntudenn ar c'homzoù-mañ: "Sell, Ezel, gouelet he doa."

2012
Daveenn : ADULT p. 228

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Daveenn : POLDG p. 223

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial