liv
Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »
liv
liou d'al loar
Perak e oa chomet ar c’hazh en ti, pa ne oa ennañ liv zoken eus an disterañ boued ?
Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.
Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.
Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue.
An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr.
Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.
koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol.
Dirazañ ez eus ul letonenn a zo bet plantet roz en he c'hreiz, reoù a bep seurt hag a bep seurt liv. Ul liorzher a zo o tourañ ar roz. Pa glev ar sonerez e tosta da zigeriñ deomp.
En he sell e sav liv ar sebez hag ar spouron mesk-ha-mesk, met ur spouron mut eo, hep garm na ger.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
livad