An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Kempennet e oa holl straedoù ar gêrbenn gant skeudennoù Fallières hag ar roue, gant drapelloù triliv hag an Danbrok, ar banniel broadel ruz tan [ruz-tan] gant ur groaz wenn warnañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
triliverezh