Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ti bihan savet gant tammoù prenn pe gant danvezioù dister all da reiñ goudor, da labourat, h.a. Loch plouz ar botaouer-koad. Un toullad lochoùigoù savet amañ-hag-ahont. HS. lochenn, log, logell, loj. 2. Dre ast., pemdez Ti annez. Mont d'e loch. Em loch : du-mañ. 3. Dre ast. Savadur bihan da loened zo da vont er goudor. Loch ar c'hi, al loch-ki. Loch ar wiz. HS. lochenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

loch

1850
Daveenn : GON.II.HV pg loch, loñch, loñchik

loch

1850
Daveenn : GON.II.HV pg loch, loñch, loñchik

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Hervez a lâr, emañ o klask / Ul louarn fin e loch ar yer, / Pe ur goukoug e neizh an drask, / Ha bet eo bet e meur a gêr.

1960
Daveenn : PETO p33

E-pad an noz etre ar merc'her hag ar yaou e klevis ar yer o krial hag o tiskournijal en o loch, hogen ne ris ket kement-se a van, ha menel a ris kousket adarre.

1985
Daveenn : DGBD p92

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial