Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. G. Den pounner a gorf hag a spered. Unan ne gas ket al labour gwall vuan war-raok, ul lochore. An holl dud didalvez, dic'hounid, al lochoreien. Betek peur, lochore, e vi gourvezet ? & (db. al loened) [1924] Jojo a chomas da sellet ouzh ki ar presbital (Pipi, anavezout a rit anezhañ), astennet a-hed e gorf evel ul lañjore war dreujoù an nor, beg e lost un tammig gantañ en diavaez. 2. Doar./Stn. Gorrek, dic'hoant en e ober. Ne oa na lochore na luguder, ki war al labour ne lavaran ket. Mammoù diegus ha lochore. 3. Adv. Goustadik, gant diegi. Siwazh, mont a rae lochore. An ejen a dosta lochore. Gwelet o tont, goustadik, lochore, ur mell pesk glas.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

e-c'hiz da ul lochore

1732
Daveenn : GReg pg (de) but (en blanc, à l'étourdie)

evel ul lochore

1732
Daveenn : GReg pg étourdiment (en étourdi)

lochore

1732
Daveenn : GReg pg étourdi (benais)

lochoreien

1732
Daveenn : GReg pg étourdi (benais)

Jojo a chomas da sellet ouzh ki ar presbital (Pipi, anavezout a rit anezhañ), astennet a-hed e gorf evel ul lañjore war dreujoù an nor, beg e lost un tammig gantañ en diavaez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

lañchore

1931
Daveenn : VALL pg balourd

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial