Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. Fetis 1. Pezh zo da zegouezhout gant hini pe hini. Petore lod hor boa bet eus an hêrezh-se ? 2. Trl. Mont war e lod da besketa : mont da vartolod ha kaout da c'hopr e lod eus gwerzh ar pesked. 3. (e yezh ar Joniged) Bezañ war e lod, kaout e lod : kaout gwirioù war ul lodenn vras pe vrasoc'h eus gounid un embregerezh. 4. Prof paeet en ur fest, ur gouel. Hemañ, lorc'h ennañ, a oa o paeañ lod dezhi e-tal ur stal. B. Difetis 1. Pezh a aparchant da ub. Bezañ pennek zo lod ar re yac'h. [1877] Kalz ac’hanomp a voe mac’hagnet ; me, evit va lod, am boa bet un taol baionetez em morzhed. 2. Pezh a zegouezh gant ub. ober. Kerzh da gousket bremañ, graet ec'h eus da lod ! 3. Dre verr. Kaout e lod : e lod a boanioù. Hennezh en deus bet e lod er bed-mañ. 4. Trl. Kemer lod en udb. : kemer perzh ennañ. Diskouezit e kemerit lod en e gleñved. Keuz bras am eus dre ma'z on bet harzet da gemer lod er gouel. & Ober e lod d'ub. : ober e stal dezhañ. Ober a rejont e lod d'an tan hag e virjont outañ a vont larkorc'h. & Reiñ lod d'ub. en udb. : reiñ dezhañ e lod eus an dra-se. [1878] Ra blijo gant Doue ankounac’haat o gwalloberoù, kaout truez outo er bed all ha reiñ dezho lod en e varadoz !!! & Bezañ e lod... en ub. : peadra. Hollad gortoz zo ennomp, met arabat goulenn re. 5. Trl. skeud. Kaout un tammig lod e park ar brizh : bezañ sot. II. 1. Rag. am. Stroll tud pe draoù digemmet diouzh un hollad. Lod eus an dud zo tagnous. Lod all a varv. Lod zo mat, lod all zo preñvedet. [1877] Hennezh a yelo ganeoc’h evit dougen lod eus ar samm, c’hwi a zougo lod all. [1949] Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk. & Lod kaer, lod vat : kalz. Se zo kaoz d'ul lod vat da vezañ klañv. Gwanaet eo ar feiz gant lod kaer a dud. 2. Tr. rag. am. Al lod muiañ : ar braz. Al lod muiañ ag an dud yaouank. III. Tr. ar. Lod a : tost da, war-dro. Lod a dri bloaz zo ez on erru amañ. Warlene em boa graet lod a beder barrikennad sistr. IV. Tr. adv. En ul lod : a-gevret. O-zri en ul lod. Ar vugale a blij dezho c'hoari en ul lod. Bevañ a rae en ul lod gant ar geizh. HS. darn.

Skouerioù istorel : 
85
Kuzhat roll ar skouerioù

lodoù ha vantoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lots (& ventes)

lod

1659
Daveenn : LDJM.1 pg parcelle, part, partie, portion

lod bras

1732
Daveenn : GReg pg amas

lodoù

1732
Daveenn : GReg pg distribution (partage, division)

evit e lod en deus bet ar pennlec'h gant e holl viroù

1732
Daveenn : GReg pg appartenance

ul lod bras a soudarded a zastum

1732
Daveenn : GReg pg amas

ul lod tud a oa eno

1732
Daveenn : GReg pg amas

ul lod bras

1732
Daveenn : GReg pg beaucoup (plusieurs)

ul lod bras a draoù

1732
Daveenn : GReg pg beaucoup (de choses), concours (amas de plusieurs choses, ou personnes assemblées)

ul lod bras zo anezho

1732
Daveenn : GReg pg (ils sont) beaucoup (de personnes)

ul lod bras a daolioù bazh

1732
Daveenn : GReg pg grêle (Une grêle de coups de bâtons.)

ul lod taolioù bazh

1732
Daveenn : GReg pg grêle (Une grêle de coups de bâtons.)

Koñstitusionoù ar Pab Klemañs, pempvet en hanv, pere a ra lod eus a wir an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg clementines

paket eo neb voa akuzet da vezañ bet e lod en ur c'hrim

1732
Daveenn : GReg pg complice

taolenn pehini a ziskouez lod eus ar bed pe an holl vroioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg geographique (carte geographique)

kement-ha-kement a zere ouzhon-me, a zo dleet din-me, evit va lod eus a...

1732
Daveenn : GReg pg (il m'en) convient (tant pour ma part)

ul lod terrupl a dud

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de monde.)

lod eus an deog

1732
Daveenn : GReg pg (partie) de (la dîme)

malisañ lod ouzh re all

1732
Daveenn : GReg pg desunir (mettre en dissention)

lod

1732
Daveenn : GReg pg distribution (partage, division)

lodoù

1732
Daveenn : GReg pg distribution (partage, division)

ul lod atrejoù

1732
Daveenn : GReg pg amas

ul lod bras a dud

1732
Daveenn : GReg pg affluence, concours

lodoù

1850
Daveenn : GON.II pg lôd

Gwelet em eus hiniennoù / lod / darn eus ho tud.

1850
Daveenn : GON.II p.76, "J'ai vu quelques-uns de vos gens".

Me am eus gwerzhet lod eus va ed.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Taolit zoken a-zevri, lod eus ho hordennoù, ha stlapit-i war ho lerc'h, evit m'o dastumo, hep ruziañ, hag hep bezañ tamallet gant den.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

Pep hini en deus bet e lod.

1850
Daveenn : GON.II p.74

roit va lod din

1850
Daveenn : GON.II pg lôd

re vras e rit al lodoù kentañ

1850
Daveenn : GON.II pg lôd

lod tud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lôd (-tûd), strollad (-tûd)

lod

1850
Daveenn : GON.II pg lôt

lod

1850
Daveenn : GON.II pg kévren, lôd, lôt, rann

An daouugentvet en devezo evit e lod.

1850
Daveenn : GON.II pg daou-ugeñtved (Il aura le quarantième pour sa part).

ne'm eus ket bet va lod eus an diwisk

1850
Daveenn : GON.II pg diwisk

pep hini evit e lod

1850
Daveenn : GON.II pg évit

pep hini evit e lod

1850
Daveenn : GON.II pg évit

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Daveenn : MGK p16

Lod a rae van da vont d’ar goueled, lod all a bigne war gern ar c’hoummoù-mor ; a-wechoù div vag, harp-ouc’h-harp, n’en em welent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a yae a-unan pep hini d’e boent, rak a-galon e kane an holl, ha ker brav ez aent evel pa vijent bet o kanañ en iliz Sant-Jakez, e Perroz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Lod all a lavar e oa aet anezhañ e-unan eus e eskopti, a-raok m’oa en em gavet an archerien, an Aotrou de la Marche, goude m’oa bet kuzuliet war gement-se gant e veleien ha gant an dud all a Gastell a yoa en-dro dezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Hennezh a yelo ganeoc’h evit dougen lod eus ar samm, c’hwi a zougo lod all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.22

Faziañ a c’helle koulskoude, rak siwazh ! lod eus a dud hor bro, nebeut mar kirit, lod evelato eus a dud hor bro a yoa aet a-du gant an dispac’herien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

Netra, nag ar republikaned gant o zennoù fuzuilh, nag ar marv ar c’hrisañ, na viro ouzhin da vont d’ho ti d’ho kwelet, da gemeret va lod en ho poanioù ha da reiñ deoc’h sakramañchoù hor mamm santel an Iliz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.53

Soñjal a rae dezhañ, an den digalon, oa deuet tud, ken digalon hag eñ, d’her c’hlask evit mont ganto da ziskleriañ da Loull ar Bouc’h e pelec’h oa ur beleg bennak kuzhet, hag er c’hiz-se da gaout e lod er pezh a vije gellet da gemeret ha da laerezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

Hag, evit an eil gwech ivez, daou-c’hant tenn a ziskaras tud d’an traoñ, a beurlazhas lod all, e-kreiz an noz, en Hent Don !!...

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

An Aotrou Levot, en e levr, hervez va c’hredenn-me, a zo demdost a-du gant ar republikaned ; zoken en deus evel un tamm c’hoant da wennaat lod eus an traoù kriz o deus graet er vro, hag evelato, n'eo ket evit nac’h o deus graet gwall draoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.207

An Aotrou de Poulpiquet [Poulpiked] hag e gureed, a yoa aet lod anezho er-maez eus ar vro, lod all a yoa kuzhet mat en tiez gant an dud a feiz a Blougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.230

Den ne ouie da belec’h e oa aet. Lod a lavar e oa deuet Doue da bikat e galon o welet feiz start Plougerneiz, rak gouzout ervat a rae e oa kuzhet, dre ar vro, beleien hag a gofesae an dud a-raok mervel hag a vadeze ar vugale en ur zont war an douar ; salv e ve gwir ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.239

Kalz ac’hanomp a voe mac’hagnet ; me, evit va lod, am boa bet un taol baionetez em morzhed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.286

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

Pebezh dispac’h ha pebezh freuz a reas va zenn e-touez ar soudarded ! Lod anezho a chomas souezhet ha mantret ; lod all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; holl e oant distroet war-zu al lec’h m’edon-me ennañ o klask gwelet an hini en doa tennet.

1878
Daveenn : EKG.II p.89

— Ni a chomo ivez, ni a chomo ivez. — Nann, ne fell ket din, abalamour m’eus lod ac’hanoc’h dimezet ha m’eus ezhomm er gêr eus a lod all evit gounit un tamm bara d’o zadoù ha d’o mammoù. Hag ouc’hpenn-se, penaos e c’hellfen-me bevañ kemend-all a dud ?

1878
Daveenn : EKG.II p.7

Setu achu evito er bed-mañ. Ra blijo gant Doue ankounac’haat o gwalloberoù, kaout truez outo er bed all ha reiñ dezho lod en e varadoz !!!

1878
Daveenn : EKG.II p.99

lod a lavar

1909
Daveenn : BROU p. 394 (il y en a qui disent)

teuler lodoù

1909
Daveenn : BROU p. 394 (part : cette expression s'emploie surtout pour le partage du goémon. On fait des espèces de dés avec des morceaus d'algues dures. Chaque intéressé vient tirer un de ces dés "touch lod", qu'on mêle encore, et dont on jette un "teuler lodou" sur chaque part de goémon)

Goude Vidukos ne voe ken a roue-meur d’ar vro-Wenn war e lerc’h, direizhet m’oa ar vro gant an dizunvan hag an diren, pa zigemere darn an holl c’hizioù estren, darn lod hepken anezho, ha m’edo darn all ouzh o argarzhiñ en holl d’an holl.

1923
Daveenn : SKET p.86

Ur mous am eus ezhomm… Bilzig, na te a deufe ganen ?… Div drederenn a lod ur martolod az po.

1925
Daveenn : BILZ2 p.166

Darn eus ar brezelidi [sic] edo [sic] puchet, lod azezet, re all daougrommet, a-zioc'h o labour.

1929
Daveenn : SVBV p5

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

reiñ da lod

1931
Daveenn : VALL pg attribuer

ober e lod eus

1931
Daveenn : VALL pg (s')attribuer

lod tieg

1931
Daveenn : VALL pg associé

Ar gwir hon eus da lakaat e brezhoneg anvioù-lec'h Breizh-Uhel, evel ma vez graet gant meur a hini, o vezañ m'emaint en hor bro, o vezañ ma 'z eo an anvioù-se ul lod eus hor peadra.

1943
Daveenn : TNKN p8

Lod eus gwragez ar bourk n'o dije ket manket marc'had Kallag evit ur pezh aour.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Reizhadur an amzer, e kolaj Sant-Charlez, a oa graet a-c'hiz ma oa roet e lod d'ar spered hag e lod d'ar c'horf.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

Koulskoude, e tispakas intañvez ar barhz dirazon ur c’hasedad paperoù kozh, kaieroù dornskrivet, mesk-divesk gant feilhennoù distag ha levrennoù moullet, lod hanter freget…

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Graet e vez e brezhoneg Sant-Varzhin-Diwar-ar-Maez eus ar barrez-se, a zo lod anezhi e[r]-maez a gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.94

E kompagnunezh paotred ma c’hlas eus parrez Karnoed, e kemerjomp an tren e gar ar Peniti : lod a yae da Bariz ha pelloc’h, lod da Roazhon ha da Vitre, lod da Zinam en dragoned, nebeut-tre da Wengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Me ha ma seurt a rae lod eus ar re « diskarget », da lavarout eo an danvezioù-soudarded ur bloaz servij.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Lod en em zastume e kambr unan bennak, hag e-kreiz moged ar butun, e tennent planioù war an Dazont.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Lod eus ar veleien a ouie kaozoù fin ha farserezh druz, en o zouez ar bersoned Gwillou, a Blourac’h, hag ar Chaux, a Bluskelleg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Goulennet e oa diganin ober lod eus kor ar chapel ; hemañ a oa renet gant an aotroù Duffner, Alzasiad ivez, ha muziker eus an dibab.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.

1944
Daveenn : ATST p.22

Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù, ken na oa hanter-zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

C'hoari an doupi : Toupioù beuz, toupioù faou, lod gant ur beg koad, lod gant un tach marc'h, ur fiselenn ha yao !

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Roc’hal a ra lod ; unan bennak a valbouz dre e gousk ; ar breur Domingo, moarvat, turmudus evel m’eo ar sioc’han anezhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Sellout a reas ouzh ar breur Arturo evel ouzh un den bet darbet dezhañ koll e lod baradoz, evel ouzh un den o tont diouzh rouantelezh ar gozed.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perzh ha lod, / Met ma ne vennez difraeañ / ' Vo dav da gannañ ha fraeañ.

1960
Daveenn : PETO p40

Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazhed an hoc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezhomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.

1960
Daveenn : PETO p32

Tu am eus bet d'hen gwelout : unan eus an dipoyerien a oa bet roet din en deiz-se a zeuas diwezhatoc'h da vezañ "boy" din ; ha fae e vije bet ennañ, diwar neuze, kregiñ en ur samm bennak (lod ar boy a oa dougen al letern !), pa zeue din avat mont e tipoy e welen anezhañ oc'h ober frapadoù dougen e-lec'h unan all, netra nemet evit ar blijadur.

1985
Daveenn : DGBD p35

Drevezadennoù feal a voe (Sant-Herbod), lod all eeunaet o zres

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.

2015
Daveenn : TEVAG p5

Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)

2015
Daveenn : DISENT p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial