O vezañ ne oa ket gwell goeñvet hon yalc’h, klask a rejomp lojeiz en un ostaleri dister-tre e straed ar c’harter-mestr Bondon e Rekourañs, nepell diouzh kazarn ar vartoloded, an IIe Dépôt des Equipages de la Flotte.
E seizh gwellañ en devoa graet o klask un tammig arc’hant evidon, aet e oa davet meur a zen ha zoken da di tud a beadra [a-beadra], met n’en devoa kavet nemet tri c’hant lur, ha c’hoazh evit ar bloaz kentañ nemetken, ha se ne oa ket trawalc’h da baeañ bevañs ha lojeiz en ur gêr vras, hag e tu-hont da se al levrioù ha meur a dra all.
Me, an hini kablus ' keñver ho kostezenn, / Pellik ' zo eo a ro, en desped d'ho lezenn, / Digemer ha lojeiz, goudor, dilhad ha boued / D'ar beleg a vennit dastum kloz en ho roued.
Ul lojeiz am boa kavet er ru Paol Feval, ul lec'h ha ne oa ket re drouzus daoust da vonedone an trenioù war an hent-houarn stok.
Goulennit lojeiz digant ar stourmerien a zo o chom er c'horn-bro-se, ha klaskit chom hep kousket en ho ti ma soñj deoc'h oc'h bet lakaet dindan evezh.
Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…
Trawalc'h gant un toullad a stourmerien all evit dibrennañ lojeiz goullo ha reiñ bod en-dro da familhoù, da c'hortoz ken a vefe prenet al lojerisoù-se gant kêrioù ha lakaet o anv war roll al LODEF...
Al lojeiz hag ar stal hoc'h eus gwelet e straed Sozopoleos a oa bet lakaet sevel gant ma zad, gant an arc'hant en doa arboellet en Alamagn.
[Oberoù difeuls evel] heskinañ ar vinistred en ur mod demokratel, rekizañ al lojeiz goullo (e Pariz pe er rannvroioù...) ; falc'hañ parkeier OGK ha labezañ panelloù bruderezh, [..., stankañ] bon nukleel Faslane e Bro-Skos [...]
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lojeizeg