Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, al loened) A zebr kalz. An houidi zo lontek. DHS. rankles. HS. marlonk. 2. Dre ast. (db. an dud) A blij dezhañ ober chervad. HS. lipous.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

lontrekañ

1732
Daveenn : GReg pg avide

dibriñ e lontrek

1732
Daveenn : GReg pg devorer (manger goulûment)

e lontrek

1732
Daveenn : GReg pg avidement (goulûment)

lontrekoc'h

1732
Daveenn : GReg pg avide

lontek

1732
Daveenn : GReg pg avide (goulu, âpre à manger), goulu (qui mange beaucoup, & fort vîte)

lontrek

1850
Daveenn : GON.II pg loñtek, loñtrek

lontek

1850
Daveenn : GON.II pg glout, ioulek (-brâz ), loñtek, loñtrek

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Daveenn : MGK p24

Tud a wallvuhez ez int, lontek, diek, erezus da welout.

1924
Daveenn : SKET.II p.73

lontek

1931
Daveenn : VALL pg avidement

lontek

1931
Daveenn : VALL pg avide

lontek

1931
Daveenn : VALL pg avide

Er parkoù, ar skeud oc'h en em ledañ goustad warno, e weler traktourioù o treuziñ-didreuziñ an douaroù nevez difrouezhet, o touarañ an eost kozh hag o prientiñ an hini da zont war un dro, heuliet gant nijadoù skreved trouzus ha lontek.

2015
Daveenn : TEVAG p. 5

En o sav e vezent gwelet dirak ar Rimi hag ar supermarc'had all, tolpet ouzh ar c'hiosk, pe o sellet lontek ouzh gwerenn-dal ar stal kompoderezh hag ouzh hini an elektronik-mor.

2023
Daveenn : DREAM p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial