Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Bronneg kigdebrer gouez eus ar c'herentiad Canidae, gell-rous e vlevenn prl., dezhañ ur penn tric'hornek, divskouarn pik, ur moj lemm hag ul lost fonnus. Douarenn al louarn. Speuñial a ra al louarn. Alanig al Louarn : moranv al louarn e Breizh. [1954] Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujiri, lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh. & Ent strizh Par ar spesad Vulpes vulpes deuet d'e vent. 2. Louarn-traezh : fenneg. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Den brudet evit bezañ fin, gwidreüs, lemm a spered, douget da c'hoari troioù-kamm d'ar re all. Ul louarn a zen eo hennezh. 2. Trl. skeud. Ober e louarn gant ub. : klask e douellañ. & Ober skol louarn : mont da vale e-lec'h mont d'ar skol. 3. Trl. kv. Fin evel ul louarn, evel kaoc'h louarn : fin-tre. & Lostek, mezhek evel ul louarn bet tapet (c'hoariet, kabestret, louzet, paket) gant ur yar : mezhek-tre. II. Impl. da ag. Fin. Ne ouien ket e oas ken louarn. Re louarn eo hennezh.

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

louarn

1499
Daveenn : LVBCA p136 (renart, goupill)

louarn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renard

lern

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renard

lern

1699
Daveenn : Har. pg lern ('pluriel de louarn')

garm al lern

1732
Daveenn : GReg pg glapissement (le cri des renards)

Speuñial a ra al louarn.

1732
Daveenn : GReg pg glapir (Le renard glapit.)

Ret eo griat kroc'hen al louarn ouc'h hini al leon. Ret eo em servijout eus ar furnezh kerkoulz hag eus an nerzh [a-]enep un adversour.

1732
Daveenn : GReg pg (il faut) coudre (la peau du renard avec celle du lion)

lern dous

1732
Daveenn : GReg pg (des docteurs) enfarinez (des gens de mauvaise doctrine (qui affectent la bonne, la saine, des gens couverts de farine blanche que le vent emporte)

geol al louarn

1732
Daveenn : GReg pg gueule (Gueule du renard.)

Da louarn kousket / Ne zeu tamm boued.

1732
Daveenn : GReg pg goupil (A goupil endormi, rien ne lui chet en la gueule, -ancien proverbe-.)

Alanig al louarn a lekeas an tan er wezenn hag e kouezhas d'an douar an eredigoù hag-i rostet-suilh

1732
Daveenn : GReg pg aigle

ul louarn

1850
Daveenn : GON.II pg eul (un renard).

Ha n'eo ket aze garm al louarn ?

1850
Daveenn : GON.II pg garm (n'est-ce pas là le cri du renard ?)

loarn

1850
Daveenn : GON.II pg loarn (voyez "louarn"), pg louarn (renard, animal sauvage fort rusé. en Vannes, loarn).

louarn

1850
Daveenn : GON.II p.20 (renard), pg loarn (voyez "louarn"), pg louarn (renard, animal sauvage fort rusé).

loarnez

1850
Daveenn : GON.II pg loarnez (voyez "louarnez"), pg louarnez (renarde, la femelle du renard. en Vannes, "loarnez").

louarnez

1850
Daveenn : GON.II pg louarnez (renarde, la femelle du renard).

lern

1850
Daveenn : GON.II p.20 (des renards), pg louarn (renard, animal sauvage fort rusé. Pl.)

lern

1850
Daveenn : GON.II pg louarn (renard, animal sauvage fort rusé. Pl.)

louarn kozh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg louarn-kôz (routier, homme fin et cauteleux. celui qui a beaucoup d'expérience et de pratique).

louarnezed

1850
Daveenn : GON.II pg louarnez (renarde, la femelle du renard. Pl.)

loarnez

1850
Daveenn : GON.II pg louarnez (renarde, la femelle du renard. en Vannes, loarnez).

paker lern

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paker-lern (renardier, celui qui prend des renards).

pakerien lern

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paker-lern (renardier, celui qui prend des renards. Pl.)

Douaret eo al louarn.

1850
Daveenn : GON.II pg douara (Le renard s'est terré).

Ganto n'edo al louarn, emichañs, dre 'n abeg / Ne gare ar re vras ha ne oa ket losteg.

1867
Daveenn : MGK p104

Ur bleiz a lavare voa bet laeret e dra. / Ul louarn, he amezeg, ne voa louarn 'vit netra, / 'Vit al laeroñsi-se, pe voa gaou pe n'oa ket, / A-zirak ar marmouz gantañ a voe galvet.

1867
Daveenn : MGK p36

Rak te, bleiz, en em glemm hep nad out bet laeret, / Hag ar pezh a c'houlenn, te louarn, peus kemeret.

1867
Daveenn : MGK p37

Hag al louarn a-zehoù, a-gleiz / Da glask ar pezh ne wele ket.

1867
Daveenn : MGK p139

Un dervezh zoken e lavaras d’an daou baour a laboure er memes park gantañ, en ur glevet an tennoù fuzuilh a denned pe war-lerc’h ar c’had pe war-lerc’h al louarn : — Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.54-55

Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.

1878
Daveenn : EKG.II p.11-12

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.

1923
Daveenn : SKET p.47

boued ar bleidi

1927
Daveenn : Geri.ern pg boed

boued al louarn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boed

louarn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

louarn a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (un renard) assez (habile)

— « Mes », eme unan, « kerent all a zo. » — « Ya ! ya ! kerent all ez eus. Mes an daou louarn a zo en em glevet, ha fin int, dreist-ordinal ["dreistordinal"]. [...]»

1944
Daveenn : ATST p.114

Ur gambrad hir ha frank, leun a voged butun, a c’hwez louarn, a flaer pounner.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros.

1944
Daveenn : ATST p.8

Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

1944
Daveenn : ATST p.9

« Bah ! ["Ba !"] Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut ["ken nebeut"] a dra, Lom ! »

1944
Daveenn : ATST p.129

Nag em zad nag ennon ne oa danvez marc'hadourien, ha dre-se ne raen ket muioc'h van ouzh dazont ar c'henwerzh eget ne ra ul louarn ouzh ur gaolenn [...].

1954
Daveenn : VAZA p.127

Kerkent ha ma kave dezhañ e veze torret un tammig da gounnar ar grederien divergont-se, e teue war e c’hiz da Vrest, hag adkregiñ a rae raktal d’ober dle ha da vevañ diwar-bouez e ivinoù, rak en e groc’hen e varvo ul louarn nemet hag e gignat a rafes ez vev.

1954
Daveenn : VAZA p.177

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Emaoc'h c'hoazh, o Gaid Kêrlennou, / Gant ho kozh parabolennoù ? / Goût penaos e leinimp pelloc'h / Eget komz eus lern ve gwelloc'h.

1960
Daveenn : PETO p29

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Daveenn : PETO p29

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p.2

Ofis publik ar brezhoneg