Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Intent ouzh ub. klañv, ouzh droug ub., gant ul louzoù, louzeier. Louzaouiñ un den klañv. Louzaouiñ goulioù ub. 2. (db. ar plant a c'hounezer) Kas kuit ur c'hleñved, amprevaned, louzeier fall diwar-dro ur blantenn war-bouez louzeier. Louzaouiñ ar maiz. & Ent krenn Dav eo louzaouiñ da zistrujañ ar plant fall. 3. Dre fent, pemdez Mezviñ (ub.). Louzaouet hoc'h eus hoc'h ostiz dec'h da noz, me 'gred !

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

louzaoui

1850
Daveenn : GON.II pg louzaoua, louzaoui, mézéga, mézéia

louzaouet

1850
Daveenn : GON.II pg louzaoui

re e louzaouit ho pugale

1850
Daveenn : GON.II pg louzaoui

louzaouiñ a ra ar goulioù

1850
Daveenn : GON.II pg louzaoui

-"Ar medisin ho louzaouo, an Natur ho kwellao", a oa e grennlavar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

Laosk-eñ, gant e zour benniget, / Da louzaouiñ ar pistiget, / Kaer en devo, gant e durlut, / E c'hortozimp pell ar burzhud.

1960
Daveenn : PETO p52

Distroit buan war ho kiz / Ma roin dezhañ sakramant / Ha m'er louzaouin gant damant, / Un euflenn vuhez m'en deus c'hoazh.

1960
Daveenn : PETO p79

Pa zeuas ar medisin da ober e droiad lavaras dezhañ : "Emaon o vont da louzaouiñ ac'hanoc'h ha, peogwir emaoc'h aze, e vo studiet ho kwad, ha kaset un dakenn a vBrazzaville, d'an Institut Pasteur, evit ma vo studiet an doare typhus-se.

1985
Daveenn : DGBD p79

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial