I.
V.k.e.
1. Kas da ludu.
Kola, luduet e vutun gantañ, e gorn etre e zent, a gendalc'has da vont gant e hent. An dud, goude o marv, a vo luduet. Ugent stal zo bet luduet.
2. Dre skeud.
Kas da netra.
Hag e luduo ho prud vat hag ho santelezh.
3. (db. an temzoù)
Strewiñ ludu war an douar.
4. (en e furm av.)
Ti-luduañ : ti ma vez devet korf an dud varv.
Ti-luduañ Karaez.
II.
V.g.
Dre skeud.
Chom da dommañ e korn an oaled.
Luduañ a ra ar c'hazh.
[1954] Fall-daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdez Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
Daveenn :
GON.II
pg houéein ou c'houéein, pg ludua (réduire ou se réduire en cendre, en poussière).
luduet
1850
Daveenn :
GON.II
pg ludua (réduire ou se réduire en cendre, en poussière. Part.)
Fall-daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdez Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
Fall daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdeiz Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.