I.
A.
1. Dilerc'hioù poultrennek, louet al liv anezho, deuet diwar danvezioù, korfoù peurzevet.
An tan en doa graet ludu eus ar bern koad. Ar c'heuneud-se ne reont ket kalz a ludu. Kuzhet evel an tan dindan al ludu. Ludu brout : tomm.
&
Trl.
Mont e ludu, mont da ludu : bezañ peurzevet.
&
Pipi-ludu : moranv a roer d'ar c'hafe re danav.
2. Trl. skeud.
Reiñ ludu e-lec'h butun : lavaret gaou e-lec'h gwir.
&
Aet eo e vrud da ludu : ned eo mui ken karet ha ma oa a-raok.
&
Kaout, lakaat ludu da c'holeiñ e dan, skeiñ ludu da c'holeiñ e dan : (gouzout) kuzhat e sioù, e soñjoù, e c'hoant gwirion ; chom sioul, bezañ habask.
&
Paket an tan* ha gwerzhet al ludu.
&
Aet eo e blouz* da ludu.
B. Ent strizh
1. Dilerc'hioù an tan en un oaled, en ur fornigell.
Ar flamm a zihunas ar c'hazh a oa kousket e-tal al ludu tomm.
&
Log al ludu : toull en oaled ma lakaer al ludu.
2. Dilerc'hioù tan deuet diwar butun peurzevet.
Ludu ur c'ho mad butun. Ludu ur sigaretenn.
&
Trl. skeud.
Na dalvezout ludu ur c'hornad butun : na dalvezout netra.
3. (gant un dalvoudegezh lies)
Pezh a chom eus korf ub. goude m'eo bet devet e-lec'h bezan douaret, hag a vez dastumet en ur jarl prl.
Al ludu a zastumi evit o lakaat en un arched. Ar sorserez kozh zo devet, he ludu gant an avel gwentet.
II.
Relij.
1. Ludu zo arouez ar binijenn.
Goloiñ e benn a ludu.
2. (gant ur bennlizherenn-dal)
Ludu gwirion a ra ar beleg ganto evit merkañ ur groaz war tal ar feizidi devezh kentañ ar C'horaiz.
Merc'her al Ludu.
III.
(impl. da ag.)
1. (db. an traoù)
Douar ludu : douar a ya aes da boultrenn, douar rouez.
2. (db. an dud)
Na gar ket mont er-maez eus e di.
Te zo ludu !
Daveenn :
GON.II
pg aval-douar (Mettez des pommes de terre à cuire sous la cendre chaude).
al ludu
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (la cendre).
ludu brout
ludu broud
1850
Daveenn :
GON.II
pg broud (de la cendre chaude).
ar c'heuneud-se ne ra ket kalz a ludu
ar c'heûneûd-zé né ra két kalz a ludu
1850
Daveenn :
GON.II
pg ludu
ludu
1850
Daveenn :
GON.II
pg ludu
Ar c'heuneud a zo aet e ludu.
ar c'heûneûd a zô éad é ludu
1850
Daveenn :
GON.II
p.96, livre second, "Le bois est réduit en cendres".
Pe stad ho pize graet anezho, c'hwi lesanvet AR FUR, evel ma oa Ezop en en amzer ? C'hwi a ouie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?
Pe stad ho pize great anezho, c'houi leshanvet AR FUR, evel ma oa Ezop enn he amzer ? C'houi a c'houie ann tu, eme ann dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XII
El lec’h m’oa bet grañj Herve Soutre, n’oa bremañ nemet ur bern ludu ha glaou c’hoazh klouar !
El leac’n m’oa bet grainch Herve Soutre, n’oa breman nemed eur bern ludu ha glaou c’hoaz klouar !
1878
Daveenn :
EKG.II
p.44
Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeriñ frankizennoù er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegoù o c’henel parkoù nevez, peurvanoù nevez, hag o sevel tiez nevez da gledouriñ tiegezhioù nevez.
Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeri frankizennou er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegou o c’henel parkou nevez, peurvanou nevez, hag o sevel tïez nevez da gledouri tiegeziou nevez.
1923
Daveenn :
SKET
p.67
Pell e kantreis, o klask, hep he c’havout, roudenn an oaled : stlabezet ez oa ar mein anezhi, aet al ludu gant an avel, ha goloet al lec’h m’edo gant hir-c’heot, strouezh ha brousgwez.
Pell e kantreïs, o klask, hep he c’havout, roudenn an oaled : stlabezet ez oa ar mein anezi, aet al ludu gand an avel, ha goloêt al lec’h m’edo gant hir-c’heot, strouez ha brousgwez.
1923
Daveenn :
SKET
p.22
Evurus Bilzig pa erruas en ti : e skudellad a oa war an oaled, tomm-berv el ludu.
Evurus Bilzig pa erruas en ti : e skudellad a oa war an oaled, tomm bero el ludu.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.114
liv al ludu
liou al ludu
1931
Daveenn :
VALL
pg blond (cendré)
Aes-tre int da naetaat pa vez krog an delioù da zisec'hañ : evel ma tev aes-tre an danvez a ro d'ar blantenn he c'hwezh-vat, ne vez nemet lakaat an tan en ur penn, hag hemañ a ya penn-da-benn ar riblennad en ur lezel un tammig ludu hepken war e lerc'h.
1985
Daveenn :
DGBD
p40
An hêrezh-se, evit gwir, ne oa ket bet peurvouget he regez dindan ludu an ankounac'h goude donedigezh ar v/Barbared.