Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. (db. ar stered, an tan, h.a.) Teuler ur gouloù splann. Ar stered a lugerne o virviñ e-kreiz an oabl. Al loar a lugerne sklaer en he c'hann. & Trl. skeud. Gwelet kant steredenn* o lugerniñ. DHS. luc'hañ, skediñ. HS. lintrañ. 2. (db. ar gorreennoù) Disteuler ur gouloù a bar warnañ. Bannoù diwezhañ an heol a lakae da lugerniñ gwerinier an holl diez. Lugerniñ a rae an delwenn evel an heol o parañ. Eno e oa aour ken a lugerne. & Trl. Lugerniñ gant udb. : lugerniñ dre berzh udb. Lugerniñ a rae an aoter gant an heol. B. Dre skeud. 1. (db. santadoù zo) Dont anat war dremm ub., pe en e zaoulagad. Ne wele ket ar gounnar o lugerniñ e lagad e vreur. An daou zen yaouank a lugerne ar garantez en o daoulagad. & Lugerniñ e zaoulagad gant udb. : bezañ anat enno ar santad-mañ-santad, ar stad-mañ stad emeur ennañ. Ar paotr a lugern gant ar blijadur e zaoulagad bliv en e benn. 2. Difetis Lakaat udb. da lugerniñ : reiñ brud dezhañ. Ar ger "deskadurezh" a lakaed neuze da lugerniñ dirak daoulagad ar bobl. Lakaat ar brezhoneg da lugerniñ n'eo ket klask mougañ an deskadurezh eo. II. V.k.d. Lugerniñ ouzh ub. : sellet outañ gant c'hoant. Lugerniñ ouzh ar merc'hed. [1949] Mousc'hoarzhin a reont, o lugerniñ outañ. DHS. luc'hañ. III. V.k.e. ROUEZ. [1878] Ha me, kaer am boa sellet pizh ha lugerniñ va daoulagad a bep tu, ne welen ket zoken skeud un den bev.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

lugerniñ

1499
Daveenn : LVBCA p136 ('briller')

lugerni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bluetter, eclater, luire, raionner, reluire

lugernet

1732
Daveenn : GReg pg briller (éclater, reluire), (devenir) clair (luisant), éclater (reluire, briller, avoir de l'éclat), étinceler (briller, petiller: parlant des étoiles fixes, des yeux vifs, des vers luisans, &c.), flamboyer (parlant des corps polis & luisans, p.)

lugerni

1732
Daveenn : GReg pg briller (éclater, reluire), (devenir) clair (luisant), éclater (reluire, briller, avoir de l'éclat), étinceler (briller, petiller: parlant des étoiles fixes, des yeux vifs, des vers luisans, &c.), flamboyer (parlant des corps polis & luisans.)

lugerni

1850
Daveenn : GON.II pg goulaoui, gwélévi, lagadenna, lugerni, luc'ha, luic'ha, skéda, skédi, stérédenni

lugernet

1850
Daveenn : GON.II pg lugerni

lugerniñ a rae e zaoulagad

1850
Daveenn : GON.II pg lugerni

kalz e lugern ar stered henoz

1850
Daveenn : GON.II pg lugerni

An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?

1867
Daveenn : MGK p80

Mut ha sioul e oant c’hoazh, rak ne lavarent grik ; mes, pa selled pizh outo, e weled o daoulagad o lugerniñ hag e kleved o c’halon o lammet en o c’hreiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Ha me, kaer am boa sellet pizh ha lugerniñ va daoulagad a bep tu, ne welen ket zoken skeud un den bev.

1878
Daveenn : EKG.II p.48

An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).

1923
Daveenn : SKET p.139

Vindosetlos a lugernas e sell pa welas al lazhadeg.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

Kerkent, avat, ha ma lugerne ur bann-heol er-maez, e lakae anezhañ war ur c’hroc’hen arzh e-keñver toull-dor an ti ; azezañ a rae en e gichen ha c’hoari gantañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Daveenn : SVBV p5

Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.

1929
Daveenn : SVBV p.15

lugerni

1931
Daveenn : VALL pg briller

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ar boutonoù a ranke lugerniñ evel steredennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Mousc'hoarzhin a reont, o lugerniñ outañ.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Aze dirak o daoulagad edo ar burev dindan gouloù seder al lamp, un tan brav o lugerniñ hag o flamminañ en oaled, ar pod berver o c'hwitellat skañv, un diretenn digor pe ziv, paperoù renket kempenn war an daol labour, ha tostoc'h d'an tan, peadra d'ober te.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial