Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an amzer) Lug. Kavout a ra din ez eo luget an aer tro-war-dro daoust d'an heol bout o skediñ en oabl digoumoul. HS. teñval. 2. Rouestlet. E vlev zo luget. HS. luziet. ES. dirouestl. 3. Sac'het. Ma marc'h-houarn a chom luget en ur skoasell. HS. bourdet, bourt, houbet. II. 1. Lakaet diaes. Ne chomo ket luget Joz da gas e stal en-dro ! HS. rouestlet. 2. Lenn. (db. ur prantad amzer) N'eo ket anavezet mat. En amzer luget-hont, tri den a sked dibar : Gradlon, Warog, hag ar roue Judikael.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Izel eo ha traezhek, gwallskubet alies gant ar barradoù-amzer ha luget gant ar [v]orlusenn.

1923
Daveenn : SKET p.96-97 (+ p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 97, lin. 2, e lec’h « ar morlusenn » lenn « ar vorlusenn »").

amzer lug, amzer luget

1923
Daveenn : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Temps obscur, couvert, brumeux".

amzer lug, luget

1924
Daveenn : SKET.II p.134 « Geriadurig », "Temps couvert sombre (Kerne)".

A-ratozh en doa her graet, hogen ne ouie ket Vindosêtlos edo o deiz da zonet, luget m’oa bet dezhañ e spered gant Vissurix.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial