I.
V.k.e.
1. Hejañ-dihejañ goustadik ur bugel, kavell ur bugel, evit e lakaat da gousket.
Luskell anezhañ ken na vano kousket. Div blac'h a oa evit luskellañ ma c'havell.
2. Dre ast.
Brañsigellat.
Ar plac'h a luskelle he divesker a-uc'h dour ar feunteun.
II.
V.g.
Fiñval.
A-vec'h ma luskelle ar pradeier ouzh c'hwezh an avel.
al listri-vor a zo bet luskellet orrupl en noz diwezhañ-mañ tremenet
al listry-vor a so bet lusqellet orrupl èn nos divezâ-mâ trémenet
1732
Daveenn :
GReg
pg bercer (les navires qui étoient dehors cette nuit, ont été vilainement bercez)
luskellet
1850
Daveenn :
GON.II
pg luska, luskella
luskellañ
luskella
1850
Daveenn :
GON.II
pg luska, luskella
nuskellat
nuskéllat
1909
Daveenn :
BROU
p. 395 (bercer)
Gant son ar vouezh e voe luskellet an daou vugel nevez-c’hanet [...].
Gant son ar vouez e voe luskellet an daou vugel nevez-c’hanet [...].
1923
Daveenn :
SKET
p.34
Eno eo e sav e grugell-vez, an dour sall o kaeañ tri zu anezhi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnañ, luskellet noz-deiz gant mouezh voud ar mor en deus-hen, ar c’hentañ eus e ouenn, treizhet ha damesaet.
Eno eo e sav e grugell-vez, an dour-sal o kaea tri zu anezi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnan, luskellet noz-deiz gant mouez-voud ar mor en deus-hen, ar c’henta eus e ouenn, treizet ha damesaet.
1923
Daveenn :
SKET
p.130
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevez ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa goueze an douriou sakr eus ar c’hrec’hiou nenvel, — Ha ma luc’he seiz liou ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »
1923
Daveenn :
SKET
p.34
Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »
Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »
1923
Daveenn :
SKET
p.105
Luskellet gant va c’hanaouenn, kanaouenn va buhez tremenet, serr da zaoulagad, kousk, bugelig, kousk da benn war va c’halon.
Luskellet gant va c’hanaouenn, kanaouenn va buhe tremenet, serr da zaoulagad, kousk, bugelig, kousk da benn war va c’halon.
Laouenedigezh dispar, a-viskoazh, ar [v]ourkiz a oa bet eno en em unanet evit ren ur vuhez all, disheñvel, gweet gant un neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreoù, hag an neudenn-se an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an avelioù.
Laouenedigez dispar, a-viskoaz, ar bourkiz [sic] a oa bet eno en em unanet evit ren eur vuhe all, dishenvel, gweet gant eun neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreou, hag an neudenn-ze an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an aveliou.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummoù, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouzh an neñv, e c'hourveze luskellet gant houlennadoù e vorviled.
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e c'hourveze luskellet gant houlennadou e vorviled.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.41
C’hoari a rae gant e c’hoar Madelen, luskellat a rae e vreur bihan nevez-c’hanet, Yannig, ha seder adarre ar paotr. Dizeñvor ? ne voe ket : bugelig.
C’hoari a rê gant e c’hoar Madelen, luskellat a rê e vreur bihan neve c’hanet, Yannig, ha seder adarre ar pôtr. Dizevor ? ne voe ket : bugelig.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)
Kroz hepken an taolioù-mor o fregañ war an traezh a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vouezh heñvel-heñvel an dachenn morgousket dindan lizenn demsklaer al loar.
Kroz hepken an tôliou-mor o frega war an trêz a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vouez hevel-hevel an dachenn morgousket dindan lijenn dem-sklêr al loar.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.124
luskellat
luskellat
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXV, balancer, bercer
luskennat
luskennat
1931
Daveenn :
VALL
pg balancer, bercer
[...] o kanañ hag o tiskanañ pozioù anavezet "an Alarc'h, gwerz Plogoñv", [...], o luskellat a-gleiz hag a-zehoù e-giz gwagennoù bountet gant an avel.