I.
G.
1. Oberenn zo graet evit mad ub., evit mad an holl.
Kaout anaoudegezh-vat evit ar madoberoù.
2. Dre ast.
Tra a ra vad.
Sakramant ar binijenn a zegas d'an ene madoberoù e-leizh.
II.
H.g. (e troiennoù)
1. Lezel ub. en e vadober : e lezel d'ober ar pezh a gar.
2. War e vadober : en doare ma kar ober, war e blaen.
Er savioù e leze ar c'hezeg da vont war o madober. Bez' edont oc'h ober ; da vat ha war o madober ; ur c'hofad kerez.
Eunn hanô kaer en deûz dellézed dré hé vâd-ôbériou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dellézout (Il a acquis de la gloire par ses bonnes actions.)
Doue, a gav din, n’en deus ket ankounac’haet madoberoù ar re gozh, rak abaoe ar feiz ne deus graet nemet en em astenn hag en em greñvaat muioc’h-mui e Plougerne.
Doue, a gaf dign, n’en deuz ket ankounac’heat madouberou ar re goz, rak abaoue ar feiz ne deuz great nemed en em astenn hag en em grenvaat muioc’h mui e Plougerne.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.238
Ho kopr ho po evit ar madober-se, a lavare an itron.
Ho kopr ho po evit ar madober-ze, a lavare an itron.