1. Nep danvezenn a c'haller en em vagañ diwarni.
Ur magadur dreist e oa ar c'holo mell d'an oc'hen ha d'ar c'hezeg. Ur magadur sonn. Ur magadur treut.
2. Dre skeud.
Danvez da brederiañ.
Roet en deus dimp magadur e gomzoù talvoudus.
3. Kozh
Desavadur ar vugale.
HS. bevañs, bitailh, boued.
Daveenn :
DBFV
pg -adur (nourrriture, à pris à Rhuys le sens de bestiaux)
Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.
Ijinet e voe gantan ar bigell, hag hen eo a rogas, ar c’henta, tonnenn c’hlas an douar gant beg kroumm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed krenv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.
1923
Daveenn :
SKET
p.53
Pep doare gagn a ya ganto da vagadur.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.65
Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel koulz ha d’e gorf.
Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel kouls ha d’e gorf.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.15
Hennezh ez oa, gant beler ha, da vare ar frouezh, gant avaloù, mesper, kraoñ, kraoñ-kelvez, spezad ha sivi, magadur Vindosêtlos.
Hennez ez oa, gant beler ha, da vare ar frouez, gand avalou, mesper, kraon, kraon-kelvez, spezad ha sivi, magadur Vindosêtlos (2).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.16
C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnañ ar broadoù galloudek.
C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnan ar brôadou galloudek (1).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.62
magadur
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg -adur (nourriture, ce qui nourrit)
magadur
1931
Daveenn :
VALL
pg aliment
Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terriñ ma naon ?
Da gement pred nemet tri zraig, / Magadur dreut, divlaz d’am staon : / Em skudell dour, holen, baraig. / Penaos, eta, terri ma naon ?