Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. A. Treuzfurmiñ greun e bleud, e poultr, dre o breviñ. Miliner, malit din ma sac'had. Malañ kafe. Kas greun da valañ. & Ent krenn Malañ munut. Malañ gros. & Trl. Malañ munut : arboellañ ar muiañ ar gwellañ dre ma vezer paour. & Malañ munut e vleud : dispign an nebeutañ ar gwellañ. [1954] Derc’hel a rae Soaz Sapeur da vont war goshaat, ha n’ae ket gwelloc’h an traoù ganti ; a-wechoù zoken e ranke malañ munut-munut he bleud, ha ne oan ket pinvidikoc’h egeti, rak n’eo ket gant va gopr soner am bije graet godell. B. Dre ast. 1. Drailhañ. Malet eo bet ar parkad irvin gant ar saout. 2. Gwallgas. Me am bije malet hennezh a daolioù. Bezañ malet gant an derzhienn. HS. breviñ. 3. Chaokat. Malañ boued. & Ent krenn Ar vamm a bask e dammig boued d'he bugel e-keit ma ne c'hall ket malañ mat e-unan. II. Dre skeud. 1. Diwaskañ. Malañ enkrez ha kañv. E galon a oa malet gant ar gloaz. 2. Trl. Malañ komzoù : marvailhat. Chom a rejomp ur pennadig brav da valañ komzoù. & Malan soñjoù : prederiañ. & [2015] Malañ glaou : kaout soñjoù du. & Malan dir : tennañ gant ur vindrailherez.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

malet, freuzet, brevet

1499
Daveenn : LVBCA p43, 80, 137 (molu, froysse)

malañ

1499
Daveenn : LVBCA p137 (mouldre)

malañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg moudre

malañ pebr

1732
Daveenn : GReg pg égruger (du poivre)

dent a val

1732
Daveenn : GReg pg dents (machelieres, ou molaires)

malañ

1732
Daveenn : GReg pg égruger (pulveriser)

malet

1732
Daveenn : GReg pg égruger (pulveriser)

maliñ

1732
Daveenn : GReg pg égruger (pulveriser)

malañ

1850
Daveenn : GON.II pg mala (moudre, réduire en farine, en poudre, par le moyen de la meule. broyer. - râper, mettre en poudre avec la râpe. HV.), maler

malet

1850
Daveenn : GON.II pg mala (moudre, réduire en farine, en poudre, par le moyen de la meule. broyer. - râper, mettre en poudre avec la râpe. HV. Part.)

Re vunut hoc'h eus e valet.

1850
Daveenn : GON.II pg mala (vous l'avez moulu trop fin).

Kasit an ed-mañ da valañ.

1850
Daveenn : GON.II pg mala (envoyez ce blé à moudre).

maliñ

1850
Daveenn : GON.II pg mala

Lavar dezhañ [d'ar "Miliner"] dont kentañ ma c’hello, ha digas gantañ e garr, rak meur a sac’had a zo da reiñ dezhañ da valañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.89

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Daveenn : SKET p.22

Seizh gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re furañ, ar re gaerañ, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezhomm d’an doue ha d’an doueez.

1923
Daveenn : SKET p.61

Sioul an dud a skiant, skuizh da vezañ malet gant o mennozhioù o empennoù grognonek.

1925
Daveenn : BILZ2 p.138

Derc’hel a rae Soaz Sapeur da vont war goshaat, ha n’ae ket gwelloc’h an traoù ganti ; a-wechoù zoken e ranke malañ munut-munut he bleud, ha ne oan ket pinvidikoc’h egeti, rak n’eo ket gant va gopr soner am bije graet godell.

1954
Daveenn : VAZA p.174-175

Gant an noz e tihun ar c'hoad-se, ken sioul peurvuiañ : galvoù loened, skrilhadeg ar sigalenned hag ar pederezed, krignaded ar merien-gwenn o valañ ar c'hefioù kozh.

1985
Daveenn : DGBD p37

Hag an noter, spontet gant ar menoz, a grogas da valañ soñjoù a-zivout e dremened dezhañ e-unan, o furchal e don-donañ e eñvor, ken bras aon en doa e ve, piv 'oar, ur falloni diaoulek bennak prest da lammat er-maez, evel ur Yann-Blev.

2012
Daveenn : DJHMH p30

E-unan emañ met dav eo din lavarout deoc'h ez eus kintoù ennañ hag emañ o valañ glaou.

2015
Daveenn : EHPEA p317

Ofis publik ar brezhoneg