Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. OBER VAN DA OBER UDB. ; gwiskañ neuz ub. zo oc'h ober an dra-se, reiñ da grediñ e reer an dra-se. Ober a ra van da sentiñ hag e gwirionez e ra diouzh e benn e-unan. Ober a rae van da gousket evit klevet kement a veze lavaret. [1877] Pa welas edod o vont da gregiñ en Aotrou person, e reas van da vezañ ker republikan hag ar soudarded [...]. & Ent krenn Evit ober van n'eo ken : evit fougeal, farsal. 2. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e) Ober a reas ar man e felle dezhañ mont kuit : ober a reas evel p'en dije bet c'hoant mont kuit. 3. (gant ar gm. a.) UR VAN : ur reuz, un abadenn. Sell aze ur van evit nebeut a dra ! II. (e frazennoù nac'h) A. 1. N'OBER VAN EUS, OUZH UDB. : na deuler evezh outañ, na vezañ chalet gantañ, na vezañ kizidik outañ. Me, pa oan yaouank, ne raen van eus netra. Ar gazeg ne rae ket van ouzhin. [1877] Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da yun. [1877] [...] n’em boa aon rak netra, ne raen van a netra. & Ent krenn E-pad an deiz e vezent betek o bandenn en dour ha ne raent van ebet : aes e c'houzañvent an dra-se. Gwelet a rae tud en dienez ha ne rae van ebet : n'en doa ket truez outo. & Dre verr. Van ebet, evel un tamm koad : chomet eo diseblant a-grenn. 2. N'OBER UR VAN : na ziskouez e from, e santad, e soñj. Lavaret em boa e begement dezhañ ha n'en doa ket graet ur van. 3. NA LAKAAT VAN EBET GANT UDB. : na vezañ prederiet gantañ. Ne lakae van ebet gant e studioù. 4. HEP OBER VAN A NETRA : Hep sachañ evezh an dud. [1924] Tostaat a eure, hep ober van a netra, ouzh ar gazeg [...]. B. 1. (dirak an ar. evit, ar rn. o + av.) N'OBER (UR) VAN EVIT KLEVET, GWELET, OBER, O KLEVET, O WELET, OC'H OBER UDB. : na vezañ chalet, prederiet, lakaet diaes, daoust ma weler, ma klever, ma reer an dra-se. Me ne ran van ebet evit klevet hennezh oc'h ober trouz din. Ne ra ket van evit lakaat ar gwad da redek. Ne reas ket ur van evit klevet gourdrouzoù e vamm. [1877] Mes allas ! ne ouie ket ouc’h piv en doa afer ; den ne rae van evit her c’hlevet. & Ent krenn Ar mevel a hope warnañ, met ar c'hi ne rae van ebet : evit e glevet. 2. (dirak un islav. degaset gant ar stl. ma) N'a ket da ober van ma ne roan ket a amanenn dit, rak ne 'm eus ket : arabat dit bezañ chalet, feuket. III. Tr. adv. 1. A van da van : tamm ha tamm. A van da van ez a merenn da goan. & Dre forzh ober. A van da van n'i ket d'e welet : dre forzh kas an traoù da belloc'h. 2. (dirak un av.) War van ober : war-zigarez ober.

Skouerioù istorel : 
53
Kuzhat roll ar skouerioù

ne ra man, penn-kaz pe feson pe nep diskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il n'en fait aucun) semblant

ne ra man ebet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ne ra) man (er bet)

ober van

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feindre

man

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mine

ober neuz studiañ pe man

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) semblant (d'estudier)

ur van, eo din kement-se

1732
Daveenn : GReg pg ce (m'est tout un)

un van, eo din kement-se

1732
Daveenn : GReg pg ce (m'est tout un)

hep van ebet

1732
Daveenn : GReg pg (sans) feinte

man

1732
Daveenn : GReg pg feinte (apparence, déguisement)

ober van

1732
Daveenn : GReg pg feindre (prendre des apparences, faire semblant)

ne ra van ebet

1850
Daveenn : GON.II pg mân

Ne ra van eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (Il n’en fait semblant).

Kaer o deus bet e anaouañ, n'en deus graet van.

1850
Daveenn : GON.II pg anaouéa (ils ont eu beau l'excommunier, l'anathématiser, il n'a fait semblant.)

man den

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mân (-dén)

man

1850
Daveenn : GON.II pg gwan, mân

man un den mat a zo gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg mân

ur van int

1850
Daveenn : GON.II pg mân

ur van eo din

1850
Daveenn : GON.II pg mân

hep mann ebet

1850
Daveenn : GON.II pg mân

kaer o deus bet e anaoueañ, n'en deus graet van

1850
Daveenn : GON.II pg anaouéa

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehou : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.

1867
Daveenn : MGK p2

« Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. »

1867
Daveenn : MGK p75

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Daveenn : MGK p15-16

Pa welas edod o vont da gregiñ en Aotrou person, e reas van da vezañ ker republikan hag ar soudarded, hag e lavaras dezho : — Paotred, paotred, n'eo ket amañ eo deomp chom, ar beleg-mañ n'eo ket evit tec’het, re a dud omp enep dezhañ e Lokournan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.208

War an deiz, tud Perroz a rae van da vont da besketa pe da vezhina, hag atav, evit kaout tro da lezer o bagoù pe e [Traezhtraou], pe e [Traezhtrignel], ec’h en em gavent a-enep ar mare pa deuent en-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.98

Kaer am eus lavaret dezhañ bezañ dinec’h, ne ra van ouzh va c’hlevet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.92

Pa’z aent a-biou dezhañ e selle outo a-gorn, evel pa vije droug ennañ, mes james ne lavare ger ebet ; hag ar chaseerien, eus o c’hostez, a yae a-biou dezhañ hep lavaret netra, hep ober van ebet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.55

N’eus forzh, evidon-me a gav din em boa kollet va fenn, n’em boa aon rak netra, ne raen van a netra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.287

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da yun. Evelato ec’h [ay] ganen, a-galon-vat, un tamm bara, rak abaoe dec’h da greisteiz n’em eus debret griñsenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.45

Lakait dilhad evel va re-me, ha den ne roy van evit ho kwelet, rak ar re fall a zo dre ar vro, a gav dezho oc’h bet ivez merzheriet er memes taol gant ho kenvreudeur.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

ober van

1909
Daveenn : BROU p. 396 (man : je n'ai entendu ce mot que dans l'expression : ober van, qui se dit d'un malade inconscient de ce qui se passe, indifférent à ce qu'on lui offre, d'une homme qui ne tient aucun compte de ce qu'on lui dit...)

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Daveenn : SKET p.115

Van na reas Bilzig (hen a oa er vag gant e vreur) : anavezet mat en devoa Gargam hag e vestr ; dalc’het koun en devoa en taolioù gwialenn pere o devoa, ur sulvezh a voe, kinkiset dezhañ e beñsoù hag e zivorzhed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Tostaat a eure, hep ober van a netra, ouzh ar gazeg, hag ar begig drein e sikas e-mesk ar reun, dindan lost ar gazeg.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

ober van ebet ouzh

1931
Daveenn : VALL pg attention

na rit ket a van !

1931
Daveenn : VALL pg attention

hep ober van

1931
Daveenn : VALL pg (sans) broncher

hep ober van ebet

1931
Daveenn : VALL pg (sans) broncher

hep ober ur van

1931
Daveenn : VALL pg (sans) broncher

Dont a reas Maggie ha me da vezañ mignoned a galon ; hag evel ma ne oa ket ur sodez anezhi, e ouie ober van da vont da ober kefridioù d’ar bourk, abalamour din da c’hallout kerzhout war he seulioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.121

— « Me 'm eus kollet anezhi... » emezon-me en ur ober van da ouelañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Ouzh ar bazhadoù van ne ra / Ha n'anzav ouzhin mann ebet.

1960
Daveenn : PETO p46

Hag ouzh ho kourdrouz van ne rin, / Rak tra disterik ez eo din.

1960
Daveenn : PETO p79

Ar porc'hell gouez, m'en tou ruz-tan ! / A zrailhin klok, hep teurel van.

1960
Daveenn : PETO p66

E-ser d'al lezenn ober van da blegañ, / Feal dre guzh d'ar Pab, piv 'zeuy d'hon hegañ ?

1960
Daveenn : PETO p17

Setu amañ, emezañ, unan o labourat, Ha na ra na van na forzh, Da uzañ nerzh e gorf, ken e teu an dour c'hwez, Da redek penn-da-benn blevenn e elgez.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

E-pad an noz etre ar merc'her hag ar yaou e klevis ar yer o krial hag o tiskournijal en o loch, hogen ne ris ket kement-se a van, ha menel a ris kousket adarre.

1985
Daveenn : DGBD p92

Gwelout a rae parkad ec'hon kleuzeureier ar gêr en noz ; ha neuze tres un den o vale buan, ha neuze ur plac'hig o redek eus ti ar mezeg ; ha neuze o c'hejadenn, hag ar Juggernaut kig hag eskern-se o vac'hellañ ar bugel hag o vont kuit hep ober van eus he huchadennoù.

2012
Daveenn : DJHMH p23

Diwallit : lod anezhe [ar boliserien] a c'hall ober van da vezañ kazetennerien evit tennañ ar panez deus ho kouzoug...

2015
Daveenn : DISENT p160

Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.

2015
Daveenn : DISENT p55

Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.

2015
Daveenn : DISENT p74

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Daveenn : POLDG p224

"Forzh penaos, me n'emaon ket e sell da ober van da labourat, dav dit gouzout," a lavar din e toull an nor.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial