maouez
Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].
Dibabet en devoa ar Vaouez da benn-komz e gentel.
Damverzout a ra bremañ ar c’housker furmoù all, maouezed peuzziwiskoc’h an eil re eget ar re all.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
Furoc'h ' ve tevel ha paouez / Da baska seurt gevier, maouez.
Ne zegas ket ar c'houlennadeg kalz a sklerijenn war an afer ; ha kalz kaozioù a vez uzet evit klask gouzout ha kaset eo bet an taol da benn evel ma lavar ar vaouez, pe ha bet hepken un "taol-esa", dre ziouer a amzer, evel ma lavar ar paotr diouzh e du.
Pa c'hoantae ur vaouez e rae gant kement doare a oa evit strizhañ anezhi: promesaoù, drouktunerezh, arc'hant, ne vern petra.
Tremen a ra Koula hebiou din, sellout ouzh an div vaouez en o c'hadorioù-brec'h hag en em groaziañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
maouezig