Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, e anv spesad Ovis aries, gloanek ha rodellek e greoñ, kerniel krommen e benn, anezhañ par an dañvadez. Ur maout a vez dalc'het evit hanter-kant dañvadez. Un dañvadez o c'houlenn maout : o c'houlenn par. Ur penn-maout : un hinienn eus rumm ar meot. Ar meot a gemer herr d'en em dourtañ. B. ROUEZ 1. Dañvad. Kig maout : kig dañvad. & (dirak ur spizer) Maout-tarv, maout-tourc'h, maout-tourz : tourz. 2. (db. al loen implijet gant an dud) Ur skoaz vaout : ur skoaz kig maout. C. 1. Priz gounezet en ur c'hourenadeg pe en ur genstrivadeg bnk. (gwechall ur maout gwirion). Aet eo ar maout gant an hini bihan. Ar re wenn zo aet ar maout ganto. 2. Trl. skeud. Ober penn maout : bezañ mouzhet. & Maout zo dañvad d'an den-se : ingal eo dezhañ dibab an eil tra pe egile, un heñvel int evitañ. & Klask pemp troad d'ar maout : klask diaesterioù el lec'h ma n'eus ket anezho. & Trl. [1931] Maout gwin : banne lidañ a servijed d'ar saverien tiez ur wech echu ul labour bras ganto (framm, mañsonerezh, to…). II. Dre skeud. 1. Den ampart. Ur maout a zen. Ur maout eo evit dineizhañ ar gedon. & Trl. Bezañ ur maout war udb. : bezañ ampart, barrek-tre war an dra-se. Deuet eo da vezañ ur maout war ar yezhoù. HS. mailh, pabor. 2. Gwaz bet touellet gant e wreg. 3. Den a-feson. [1732] Koantañ maout ! III. (db. an traoù) Koadenn a vez lakaet ar c'hloc'h en istribilh outi e tour an iliz.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

maout

1499
Daveenn : LVBCA p139 (mouton)

kig maout

1499
Daveenn : LVBCA p114, 139 ('viande de mouton')

maout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg belier, mouton

meot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mouton

maout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg meaut

dibriñ bevin, kig maout, kig hoc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg manger du boeuf, du mouton, du pourceau (p.97)

ar maout gwin

1732
Daveenn : GReg pg accomplissement

koantañ maout

1732
Daveenn : GReg pg apostre

kig maout

1732
Daveenn : GReg pg chair (de mouton)

ar maoud

1732
Daveenn : GReg pg coq (de Paroisse, habitant notable d'une Paroisse, qui gouverne les autres)

meot

1732
Daveenn : GReg pg coq (de Paroisse, habitant notable d'une Paroisse, qui gouverne les autres), coryphée (chef d'un parti, ou d'un corps)

bouzelloù meot

1732
Daveenn : GReg pg cordes (de boyau)

bouzelloù meot

1732
Daveenn : GReg pg cordes (de boyau)

maout

1732
Daveenn : GReg pg coryphée (chef d'un parti, ou d'un corps)

meot

1732
Daveenn : GReg pg coryphée (chef d'un parti, ou d'un corps)

skoazioù leue, skoazioù maout

1732
Daveenn : GReg pg (des) épaules (de veau, de mouton)

ur jigod [a] vaout

1732
Daveenn : GReg pg gigot (éclanche)

jigodoù [a] vaout

1732
Daveenn : GReg pg gigot (éclanche, p.)

morzhed [a] vaout

1732
Daveenn : GReg pg gigot (éclanche)

morzhedoù [a] vaout

1732
Daveenn : GReg pg gigot (éclanche, p.)

maouted

1850
Daveenn : GON.II pg maout

Klask pemp troad d'ar maout

1850
Daveenn : GON.II pg klaskout (Chercher midi à quatorze heures).

Bevin, maout ha leue a zo kigoù bras.

1850
Daveenn : GON.II pg kîk

maout

1850
Daveenn : GON.II pg maout, meut

meot

1850
Daveenn : GON.II pg maout

ur maout en deus lazhet evit an eured

1850
Daveenn : GON.II pg maout

maout ar barrez hoc'h eus gwelet

1850
Daveenn : GON.II pg maout

meot

1850
Daveenn : GON.II pg maout, meut

Setu eno ho kefridi. Mar he grit mat, e c'hellot kaout kant tra : pastelloù kig, bevin-ejen ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein

1867
Daveenn : MGK p8

Ur perzh fall e ve deomp klask stourm oc'h ur seurt maout.

1867
Daveenn : MGK p104

An dra-se eo a reas anaout / N'eo ket diouzh e lost mont d'ar maout / Na d'an azen diouzh e groc'hen.

1867
Daveenn : MGK p61

Pedet voe ganto da zebriñ, / Petra bennak n'oa fest ar maout.

1867
Daveenn : MGK p68

Mat, e-pad m’edo, er c’hiz-se oc’h horjellat e benn, ar maout kozh, deuet eus e graou, ho poa lezet digor, en em gavas en ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

maout

1909
Daveenn : BROU p. 397 (se dit aussi du mouton d'une cloche)

Kerkent ha m’edo aet-tre en o zi an doue hag e geneilez, e lidlazed dirak an nor un ejen, ur maout hag ur penn-moc’h.

1923
Daveenn : SKET p.61

War Lan[n]devrest, dirak Koat-Tronalc’h, un dañvad, un troc’had maout-saoz korniek a oa o peuriñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

lêr maout

1931
Daveenn : VALL pg basane

maout

1931
Daveenn : VALL pg (vin d')accomplissement

krogenn korn maout

1931
Daveenn : VALL pg ammonite

brañsellat ar maout

1931
Daveenn : VALL pg (mettre en action le) bélier (de siège)

Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.

1944
Daveenn : EURW.1 p50-51

N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout.

1944
Daveenn : ATST p.37

Karget e oa bet da vont da deir eur noz da c'houlaouiñ an dachenn-se dre ma oa ur priñs Cantacuzene bennak o klask gounit ar maout da vont ar buanañ etre Londrez ha Kêr ar C'hap : evit doare e ranke ober un ehan war dachenn Libreville.

1985
Daveenn : DGBD p148

Ret eo sioulaat an traoù buan, hag evit an dra-se n'eus ket da glask pemp troad d'ar maout : dav implijout an teknikoù sioulaat hon eus gwelet un tamm bihan a-raok.

2015
Daveenn : DISENT p111

Notennoù studi

Diwar an henvrezhoneg "molt". An emdroadur klasel molt > maout a ziskouez vogalennadur diftoñgennet an daouad "-lt" evel er gerioù "alt > aod" pe "Altrou > Aotroù".

Etimologiezh

Termen keltiek hag indezeuropek, "molt" e henvrezhoneg, galianeg "molton", kar d'ar c'hembraeg "mollt" pe "molltyn".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial