Pellgargañ ar gerioù kar a-vareadoù divare hantervare pevare
mare
da bep mare
dihun da bep mare
da bep mare
« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
D’ar mare-se, n’oa ket brav doare an dud war an douar. Doue, droug ennañ o welet pec’hedoù ar vro, a lezas e vugale da ober o fenn o-unan. Dall evel ma’z eo an dud hep skoazell an Aotrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traoù ar bed-mañ kerkoulz hag evit traoù ar bed-all.
Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
Mare tre
Mareoù bras ha brav an amzer anezhi, ar besketaerien en o bagoù bihan ac’h ae da veskla ha da ourmela war gerrigi Porzh Bilieg — Roc’h Louet, Penn-Ojez, Gouliart, Roc’h Krenn, Roc’h Ledan hag an Arar — gante pep a grog ourmela, hag en pep bag ur walenn grog evit furchal ar c’havioù. Ar re n’o devoa bag ebet ac’h ae war droad war gerrigi an daze.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
ar c'hamm dre vare
Darn anezho, er Mor Keltiat, n'int ket bet ruilhet; lakaat a reont ac'hanomp da soñjal, koulskoude, er gwiskadoù anvet head a vez kavet e Breizh hag e Kernev-Veur da skouer, anezho un dolzennad pri ha mein kognek a riskle gant tor ar c'hrec'hiennoù d'ar mare ma oa yenoc'h ha glepoc'h an hin eget bremañ, e-kerzh ar Pevarhoalad.
Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol...
Ar pesked avat, eno evel en traoñ, a oa leun o c’hof, hag hini ebet anezho, d’ar mare-se eus an deiz, ne zeuas da bismigañ higenn ar pesketaer.
Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.
Soñjal a rejont o-daou : Deuet eo ar mare.
Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.
— « Gwir eo, me a gousk ker mat, er mareoù-mañ ! Ne vefen ket dihunet gant ar bed-holl o tisac’hañ warnon. »
D’un eur on bet o welout, ha da ziv eur ivez, ha c’hwi a oa pell d’ar mare-se.
Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.
Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.
Bep ar mare ez aen kouti-koutik, da deurel ur sell dreist ar voger : dre forzh frammañ ha simantañ e kemeras an ti bihan stumm ur volz c'hotek, heñvel a-walc'h ouzh ar goudoroù enk a-enep ar bombez a veze savet e garioù Breizh e-pad ar brezel.
Dav 'oa ivez kaout ul litrad gwin ruz en arbell [sic] evit an amezeien a zeue d'he gwelout pe d'he sikour, hag ur c'hornedadig butun-fri evit ar merc'hed kozh a zeue bep ar mare da gontañ kaoz.
Kaeroc'h zo, an daou beul arnevesañ diouzh ar mare a zo pep a vell taboulin flour a-grenn o gorreenn.
P'emaomp ganti, ne vez ket enskrivet kement felladenn e roll al lez-varn, ha posupl-tre eo marc'hata an dra-se da vare ar breutadur.
"Emañ mare an herouezadurioù o tostaat," emezañ din. "Soñjet em eus kinnig da anv evit isrenerezh ar Surentez."
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
maread