I.
G.
A.
1. Pennad amzer.
Ur maread mat a amzer. Ur maread amzer zo : ur pennad amzer zo. D'ar mareadoù-se : en amzer-se.
&
Tr. adv.
A-vareadoù : a-goulzadoù.
2. Ent strizh
Pennad amzer ma ra ur c'hleñved e reuz ; barrad kleñved.
N'eo ket graet e varead gant ar c'hleñved c'hoazh.
B.
1. (dirak un anv hollek lies pe stroll)
Niver, kementad bras.
Ur maread tud, a dud. Ur maread traoù, a draoù.
&
Diren.
Ur maread a gred o deus gwir da vezañ e pep tra par an eil hag egile.
2. Kementad laezh bet diwar ur wechad goro.
Maread pemp buoc'h.
II.
Rag. am. (dirak un anv hollek, lies pe stroll degaset gant an ar. a)
Kalz.
Eno e oa maread a vugale.
III.
Adv. (goude un ak.)
Kalz.
War an daol e oa traoù maread : kalz a draoù.
Er vro-se ez eus pesketaerien maread : kalz a besketaerien.
Daveenn :
SKET
p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "espace de temps, durée ; époque, période, ère".
Kavet e vez eno stêrioù bras-meurbet, lennoù o trec’hiñ, e niver hag e ment, da lennoù all ar bed, hag ur maread gwazhioù ha froudoù.
Kavet e vez eno stêriou bras meurbet, lennou o trec’hi, e niver hag e ment, da lennou all ar bed, hag eur maread gwaziou ha froudou.
1923
Daveenn :
SKET
p.47
He feuz-diboblañ a rejont dre lazhadegoù bras, hag e kasjont ganto da sklaved ur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennoù-chatal diniver.
He feuz-dibobla a rejont dre lazadegou bras, hag e kasjont ganto da sklaved eur maread paotred ha merc’hed yaouank a-gevret gant pennou-chatal diniver.
1923
Daveenn :
SKET
p.86
Ur maread a zo anezho : gwazed, maouezed ha bugale. Dont-mont a reont evel ma ra ur strollad saout pennfollet o tremen dre ur porrastell.
Eur maread a zo anezo : gwazed, maouezed ha bugale. Dont-mont a reont evel ma ra eur strollad saoud pennfollet o tremen dre eur porrastell.
1929
Daveenn :
SVBV
p8
Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.
Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, eur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gand o diouaskell hag o gournijadeg kammikellek.
1929
Daveenn :
SVBV
p5
maread
1931
Daveenn :
VALL
pg accès, bande
An hevelep kementad a zour, pe muioc'h c'hoazh marteze, a oa bet lamet eus ar mor evit magañ ar skornegoù d'ar mareadoù-se.
1943
Daveenn :
TNKN
p35
A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh.
A ya, hirio e oa an amzer dremenet o koueza en he foull, hag an heol o para war eur maread nevez a Istor Breiz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p72
Thomas Cochvarv a yeas da dremen ur maread da di Frañsez Vallée e Sant-Brieg, a me a zalc'has ganin e Karnoet ma mignon John Edwards.
Thomas Cochvarv a yeas da dremen eur maread da di Frañsez Vallée e Sant-Brieg, a me a zalc'has ganin e Karnoet ma mignon John Edwards.