I.
Gov.
A-barzh dourañ ma marc'h, kasit-eñ d'ar marichal. Re a aon en doa ar marichal n'en dije mac'hagnet karn ur marc'h. Ur marichal kezeg : zo e vicher houarnañ kezeg.
HS. houarner.
II.
1. GWECHALL
Ofiser uhel ha den e karg e gourc'hemenn ar roue.
Ar varichaled a Frañs.
2. Ofiser uhel tizhet gantañ ar rez uhelañ en urzhaz an arme.
Ur marichal kozh eus an impalaerded kentañ. Ur walenn varichal.
3. Marichal al lojeiz, marichal a lojeiz, marichal-lojeiz : isofiser, par e zerez-karg ouzh hini ur serjant, a oa e garg orin reiñ lojeiz d'ar soudarded.
Deomp ! a gemennas mestr ar strolladig, ur marichal-lojeiz.
Daveenn :
GON.II.HV
pg marichal (où trouverai-je un forgeron ?)
marichal
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg marichal (forgeron, celui qui travaille aux forges ; bat le fer sur l'enclume et ferre les chevaux. maréchal).
marichaled
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg marichal (forgeron, celui qui travaille aux forges ; bat le fer sur l'enclume et ferre les chevaux. maréchal. Pl.)
Brudet int dre ar vro evel "govezed" (pe "marichalezed" mard eo gwell deoc'h) dispar.
Brudet int dre ar vro evel "gofezed" (pe "marichalezed" mar deo gwell deoc'h) dispar.
1906
Daveenn :
KZVR
Niv. an 2 a viz Kerzu
gwalenn varichal
1931
Daveenn :
VALL
pg bâton (de maréchal)
C'hoari galoch, pe c'hoari pezhioù. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar pezhioù a oa pladennoù houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet ront.
C'hoari galoch, pe c'hoari peziou. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar peziou a oa pladennou houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet rond.
1944
Daveenn :
EURW.1
p22
Mes unan eus ar baotred deredet di, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, bet marichal gwechall e bourk Landremel, ne gredas ket e oa Satanaz.