dont a-rez gant
Marteze ne 'm eus ket meneget betek-henn em skrid unan eus perzhioù an ti hor boa feurmet : ar pezh a oa a-rez an douar a chome digor e doare ma c'helle an aer tremen dre zindan, hag evel-se e oa plas forzh pegement da sevel eno un nebeud stalioù evit klenkañ ar pezh hor boa kavet, ha da ober ur sell ouzh ar vein, diouzh ret.
Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.
Petra a weler eus an tres gall hiziv an deiz war chantele Sant-Kaourintin ? Nebeut a dra evit lavarout gwir. Ar steuñvenn a-rez douar da gentañ.
Me zo e-touez ar re a felle da Aozadur Hentoù-Houarn Hellaz kaout an dizober anezhe. Soñjet o deus, peogwir e oar diwall an treuzennoù a-rez e c'hell diwall dismantroù an henamzer ivez.