bered martolod
« O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »
Au singe, l’agilité, rak ar marmouz a grap war n’eus forzh peseurt gwezenn, c’hip ha c’hap, ha c’hip, emezañ, oueskoc’h eget ur martolod war veg-vegig [veg-begig] ur wern…
Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh ! e gwirionez, ul lestr aozet gant dantelezh hepken evit merc’hed va bro, hini ar vartoloded, ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe ‘vel divaskell evned bras an donvor.
Tevel a rin war ar vartoloded vunut o tougen bigi dre lien [bigi-dre-lien] graet gant o zad pe o breudeur, war ar plac’hed yaouank en gwenn hag ivez gwrac’hed Breuriezh ar Rozera, war ar banieloù [bannieloù] ken pounner, ar c’hroazioù aour pe arc’hant, rak kavout a rin marteze tu da gomz diouto pa rin meneg eus pardon Sant Erwan.
O vezañ ne oa ket gwell goeñvet hon yalc’h, klask a rejomp lojeiz en un ostaleri dister-tre e straed ar c’harter-mestr Bondon e Rekourañs, nepell diouzh kazarn ar vartoloded, an IIe Dépôt des Equipages de la Flotte.
Hogen, ur ral e [sic, a] veze dimp kaout tra pe dra d’ober gant an Aotronez-se na vezent gwelet nemet ur wech an amzer, da skouer, pa veze roet ur vedalenn da hemañ pe henhont, pa ranke ur rannad martoloded mont kuit eus Brest da baramantiñ ul lestr e porzh-mañ-porzh, ha d’ar sadorn [Sadorn] goude kreisteiz e-pad an enselladenn vras.
Sevel a reas an ofiser e vrec’h d’an nec’h e[-]giz ma lavarer Kenavo, ha pa grogas e lestr karet da vezañ lonket gant an dour yen, ez eas gantañ da viken e bered c’hlas ar vartoloded… »
Ne ouie ket ar paour kaezh kabiten e oa eno ivez un ostaleri, unan hepken ha hi gwell dister, met da vihanañ n’eo ket te, na laezh, na dour-orañjez a veze gwerzhet enni, nann da ! gwin a bep seurt liv ne lavaran ket, ha muioc’h c’hoazh lagout marc’had-mat met eus ar c’hreñvañ, ha setu Yann Vartolod o redek d’an daoulamm etrezek an ti benniget-se.
Lennet em eus e lec'h pe lec'h e c'hellje bezañ aze anv ar porpant martolod, a anvomp ar c'haban. Marteze.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
martolodig