1. Darvoud dreistordinal ha souezhus.
Ur marvailh eo gwelet ac'hanoc'h. Se 'vat a vefe ur marvailh ! Ober marvailhoù.
HS. burzhud.
2. Tra a laka an den da vamañ.
Ar c'haerañ marvailhoù. Seizh marvailh ar bed.
HS. marzh.
3. Kontadenn, mojenn.
Marvailhoù ar bed-holl. Kontañ marvailhoù.
[1878] Lezit anezhañ da gontañ marvailhoù, eme ar c’habiten, o tont da lakaat ar peoc’h.
[1955] [...] hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.
4. Pennad kaoz.
Evit berraat an amzer hag ober ur marvailh bennak.
5. Dre skeud. (en e furm lies)
Komzoù didalvez, drouklavaroù alies ; keleier ar c'horn-bro. Er poull-kannañ e veze klevet ar marvailhoù gwechall.
&
(en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.)
Ur cholori hag ur marvailhoù a oa ganto : komz a raent kalz hag a vouezh uhel.
6. Dre ast. (en e furm lies)
Darvoudoù pemdez a-ziavaez.
Gwelet ar marvailhoù dre ar prenestr.
[…] ha meur a varvailh all kel leun a furnezh pe leunoc'h, troet ker brav e brezhoneg !
[…] ha meur a varvaill all kel leun a furnez pe leunoc'h, troet ker brao e brezonek !
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XII
Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.
Ar bed-man a zo koz, koz-koz a lavarer, / Ha koulskoude atao ann den ne ve fureat, anez gant marvaillou he gelenna er-vad.
1867
Daveenn :
MGK
p4
Ar marvailhoù a zo heñvel ouzh madigoù, / A zo koulz d'ar re gozh ha d'ar vugaleigoù.
Ar marvaillou a zo hevel oc'h madigou, / A zo koulz d'ar re goz ha d'ar vugaleigou.
1867
Daveenn :
MGK
p4
Kan al labousig a zo berr, m'oar 'vat, n'eo ket hir kennebeut ar Bater : hogen n'eo ket ul labous eo an den, ha marvailhoù n'int ket Paterioù.
Kan al labousik a zo berr, m'oar vad, ne ket hirr kennebeud ar Bater : hogen ne ket eul labous eo ann den, ha Marvaillou n'int ket Pateriou.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid VIII
marvailhoù gwrac'h kozh
marvaillou grac'h-koz
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid III
Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.
Pa guitaaz ar re-ma bro ann Azia evit dont da jomm enn Europa, hi a zigasaz d'ho heul Marvaillou ann tad-koz hag ar vamm-goz a gavent brao a-vihannik.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid V
Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.
Dre varvaillou aliez, / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnez / Evit klevet prezeg, evit lenn levriou kaer.
1867
Daveenn :
MGK
p4
C’hoarzhin a rae kalonek gant an neb a gonte dezhañ a-du ur marvailh brav.
C’hoarzin a rea kalounek gand an nep a gounte d’ezhan a-du eur marvaill brao.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.312
Lezit anezhañ da gontañ marvailhoù, eme ar c’habiten, o tont da lakaat ar peoc’h.
Lezit anezhan da gounta marvaillou, eme ar c’habiten, o tont da lakaat ar peoc’h.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.282
Pediñ-start a reomp hon lennerien da zigas dimp keloio, kanaouenno, gwerzio, marvailho ha treo all
Pedi start a reomp hon lennerien da zigas d'imp keloio, kanaouenno, gwerzio, marvailho ha treo all
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier
An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.
An den-mad-ze oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumiliau er bla 1811) ; hag e ouie e-leiz a varvailho, a werzio, a dreo fentuz pe a skouer vad war an amzer dremenet.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Re hir en holl e ve va displegadenn hag, ouzhpenn, ur skrid-danevell ha neket ur marvailh a garantez a fell din ober.
Re hir en holl e ve va displegadenn hag, ouspenn, eur skrid-danevell ha neket eur marvailh a garantez a fell d’in ober.
1923
Daveenn :
SKET
p.44
Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kuñv Velia evel en un neizhig, hag a-wechoù e vane kousket eno o selaou marvailhoù diganti.
Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kunv Velia evel en eun neizig, hag a-wechou e vane kousket eno o selaou marvailhou diganti.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.14
Koulskoude, Ar Roc'h ha me a dapas al lec'h kentañ en o grasoù mat abalamour ma oamp kolejianed, ec'h ouiemp kontañ marvailhoù e galleg flour, hag hor boa arc'hant da baeañ dezho madigoù.
Koulskoude, Ar Roc'h ha me a dapas al lec'h kenta en o grasou mat abalamour ma oamp kolejianed, ec'h ouiemp konta marvailhou e galleg flour, hag hor boa arc'hant da baea d'ezo madigou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p47
Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezhennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras-meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.
Du-hont pell-pell, e save ul latar alaouret, marellet gant aezennoù glas ha bouilhadoù moged a bep liv, hag a-dreuz dezhañ e verzen siminalioù ha tourioù ur gêr vras meurbet o plavañ, war a grede din, a-us d’an douar, e-giz ar c’hêriadennoù marzhus ma vez graet anv diouto e marvailhoù Rusia.
1955
Daveenn :
VBRU
p.45-46
A-raok ar "reuziad" emañ amzer ar marvailhoù, an amzer m'edo c'hoazh ar bodadoù okoume a-hed an aod pe ar stêrioù bras, an amzer ma c'helled rastellat arc'hant tost ken aes ha bili war an aod, an amzer ma nije kuit ivez ken buan hag an delioù sec'h gant an avel.
1985
Daveenn :
DGBD
p108
gant ma asantot ober din resis ha dik ar vad a c'houlennan, e steuzio raktal va zrubuilhoù evel pa vijent bet marvailhoù nemetken.