Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. Kontañ marvailhoù. Diwezhat en noz eo bet ar c'hanter o varvailhat. 2. Dre skeud. Kontañ kaoz (gant ub.). Chomet eo da varvailhat gant e amezeg.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

marvailhat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iaser

miret ouzh ur re ne varvailhhe [= varvailhfe]

1732
Daveenn : GReg pg habler (Empêcher quelqu'un de habler.)

marvailhet

1732
Daveenn : GReg pg causer (habler), habler (craquer, pp.)

marvailhiñ

1732
Daveenn : GReg pg babiller (parler sans cesse & de bagatelles), habler (craquer, Van.)

marvailhat

1732
Daveenn : GReg pg habler (craquer)

marvailhat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg marvalat

marvailhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg marvalat

Hogen, o wikañ er c'hiz breizh-Izel mojennoù ar broioù all, n'eo ket hepken lakaat an dud da c'hoarzhin a fell d'an aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvailhat, e tistag kentelioù eus ar re wellañ.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved.

1929
Daveenn : SVBV p6

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.

1929
Daveenn : SVBV p12

Ha da geñveriañ e vez eta ouzh an doare ma vez tuet ivez an "ti degemer" a vez ar re gozh ennañ o vutunat hag o varvailhat.

1985
Daveenn : DGBD p173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial