1. Gwezhiad mont d'ub. en un doare feuls evit en em gannañ gantañ.
Un argadenn a reas Israeliz war aod ar Mor Ruz. Ober un argadenn e-maez dorioù ar c'hastell enkelc'hiet.
HS. arsailh, tagadenn ; ES. tec'hadenn.
2. Gwezhiad aloubiñ ul lec'h, ur vro.
Goude argadennoù an Normaned e teuas amzer ar c'hladdalc'helezh. Un niver bras a Vretoned yaouank a varvas en argadenn reuzeudik-se.
Un argadenn en deus graet war zouar an enebourien.
Eunn argaden en deûz gréad war zouar ann énébourien.
1850
Daveenn :
GON.II
pg argaden (Il a fait une incursion sur la terre de l'ennemi).
argadenn
argaden
1850
Daveenn :
GON.II
pg argaden (Course, incursion subite sur la terre de l'ennemi. Acte d'hostilité).
A-hed levioù war levioù gwezegoù, strouezhegoù digenvez, stêrioù ha geunioù didreuzus a zisranne, c’hoazh d’ar mare-se, bevennoù douar Manos diouzh ar broioù dalc’het gant gouennoù estren. Argadennoù-noz ar breizherien diouto n’oa ket d’o doujañ.
A-hed leoiou war leoiou gwezegou, strouezegou digenvez, stêriou ha geuniou didreuzus a zisranne, c’hoaz d’ar mare-ze, bevennou douar Manos diouz ar broiou dalc’het gant gouennou estren. Argadennou-noz ar breizerien diouto n’oa ket d’o douja.
1923
Daveenn :
SKET
p.65
Diwar-se o devoe dalc’hmat da herzel ouzh argadennoù dibaouez bleizi, moc’h-gouez, arzhed hag Erkuniz, da lavarout eo menezidi an Erkunia.
Diwar-ze o devoe dalc’hmat da herzel ouz argadennou dibaouez bleizi, moc’h-gouez, arzed hag Erkuniz, da lavarout eo menezidi an Erkunia (2).
1923
Daveenn :
SKET
p.119
"argadenn", "argadadenn" gg.
1923
Daveenn :
SKET
p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(une) charge, attaque, incursion".
argadenn
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg argad
argadenn
1931
Daveenn :
VALL
pg (une) agression
Ha bremaik, koulskoude ' tarzho, / Gant e baotred, ur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken fraezh ha 'kreiz un argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.
Ha bremaik, koulskoude ' tarzo, / Gant e baotred, eur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken frêz ha 'kreiz eun argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.
1960
Daveenn :
PETO
p70
Daoust ma c'hellont lazhañ ha debriñ loened evel marmouzien pe chas a vez stag, pa ne vez ket a dud war-dro, ma teu d'an argadenn merien tremen dre eno.