Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a argad ub. pe udb. An argaderien pa zegouezhont gant an difennoù. Diarbennet e voe an argaderien gant kolloù bras. & Lenn. (en e furm unan gant un dalvoudegezh lies) Hollad an dud a argad ub. pe udb. Diarbennet e voe an argader. 2. Sport C'hoarier zo war al linenn argad er sportoù a-stroll.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

argaderien

1850
Daveenn : GON.II pg argader (Celui qui agace, qui irrite, qui provoque. Agresseur, celui qui attaque le premier. Pl.)

argader

1850
Daveenn : GON.II pg argader (Celui qui agace, qui irrite, qui provoque. Agresseur, celui qui attaque le premier).

argader, argadour

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "assaillant, agresseur, envahisseur".

argader

1927
Daveenn : GERI.Ern pg argad

argader

1927
Daveenn : GERI.Ern pg argad

argader

1931
Daveenn : VALL pg agresseur, assaillant

Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.15

Pe c'hoazh e vefen taget ha mac'hagnet gant an argaderien riblerien a vez o tanvarc'hekaat dre eno kerkent ha kouezhet rouz an noz, e klask eus unan kozh da dennañ e arc'hant digantañ pe eus unan goant da dennañ un dra all diganti, a-chaoliad war o c'hezeg trouzus ha bouzarus hag a-hed-brec'h ganto o chadennoù, heñvel ouzh gladiatourien Roma a vefe deut ar straedoù noz da vezañ ur sirk bepred digor dezho.

1992
Daveenn : EAZB p.129

An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial