Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh eur mennet da ober, ez eus divizet ober. Ur mennad start a oa en he fenn : chom war ar maez kousto pe gousto. & Bezañ en e vennad ober udb. : bezañ divizet e ober. 2. Goulenn. Kaset en deus ar bobl mennadoù d'ar roue. 3. Politik. Kinnig a ra un ezel, pe izili eus ur vodadenn. Mennad lezenn. Ur mennad a-enep ar gouarnamant.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

mennad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demande, offre, priere

mennad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg menat

mennadoù

1732
Daveenn : GReg pg cens (païable en brebis, chevreaux), demande

mennad

1732
Daveenn : GReg pg cens (païable en brebis, chevreaux), demande

mennad

1850
Daveenn : GON.II pg kinnig, mennad

mennadoù

1850
Daveenn : GON.II pg mennad

diouzh ho mennad hen kasan deoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg mennad

ur mennad kaer en deus graet din

1850
Daveenn : GON.II pg mennad

mennad priedelezh

1850
Daveenn : GON.II pg mennad

Ouzhpenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarzh an ti, pe e sell eus ur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellies ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeriñ frank dor an ti, evit reiñ digemer ennañ d’an heol. Nemet pa ’z ae hemañ da guzh ne serred ken war an ti.

1923
Daveenn : SKET p.65

Nemet, dre zic’hortoz e c’hwitjont gant o mennad.

1923
Daveenn : SKET p.102

Diouzh mennad Dis Atir : ma teuje ar ouenn en doa bet digant Adaqi da vezañ an desketañ hag ar gentañ e pep tra, e reas Lugus ha Belisama an ergerzhadennoù-se dre zervennegoù Manos.

1923
Daveenn : SKET p.58

Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud.

1923
Daveenn : SKET p.140

Ar c’hazh-karvetaer, zoken, o skrimpañ gant ur c’harenn-wez, a vanas a-sav hag, o tamglozañ e zaoulagad, e lezas ar guñvded da zont e-barzh e galon gwadsec’hedik hag ar peoc’h en e benn leun-barr a vennadoù-brezel.

1923
Daveenn : SKET p.45

Stagañ a eure ar barner e gazeg e marchosi Mari-Janig, evañ a eure ur bannac’hig, hag eñ d’ober e vennad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurezh a roer da vugale an doueed. Moarvat, mennadoù-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

1924
Daveenn : SKET.II p.12

"mennad" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.134 « Geriadurig », "Intention, but".

mennad

1931
Daveenn : VALL pg aspiration

fonnaat mennad unan bennak

1931
Daveenn : VALL pg abonder (dans le sens de qqn)

n'en deus ken mennad nemet…

1931
Daveenn : VALL autre

mennad gwellaat

1931
Daveenn : VALL pg amendement (parlement)

Gant amzer ha pasianted, a lavare Prosper Proux, e teu ar merc'hetaer a-benn eus e vennad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.121

"Kevezer" [a lârer eus] : An neb a glask tizhout ur pal da heul tud hag o deus an hevelep mennad gantañ.

1960
Daveenn : PETO p86

Ho mestr, Poole, anat, zo dalc'het gant unan eus ar c'hleñvedoù-se a vourev hag a zisneuz ar c'hlañvour war un dro ; alese pa ouzon, kemm e vouezh ; alese ar maskl hag e vennad da na welout e vignoned ; alese e angerzh da gavout al louzoù-se, un araez evit an ene paour da virout un tamm spi da bareañ erziwezh.

2012
Daveenn : DJHMH p67

Sed ma wiskas e vegoù-tour nevez-flamm gant neuz hini ar Pont ha ma tapas gantañ bezañ feal ouzh ar mennad orin.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.

2015
Daveenn : EHPEA p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial