merdeet vatant
merdeat vatant
Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.
Ez keler eo e verdeez, Iovinkillos (2), eme an doue.
Rankout a rae ’ta al listri mont etrezek pleg[-]mor Kiberen, ha goude mordeiñ a-hed an deiz e tu all da enez C’hroe pe en donvor d’ar Gerveur, hogos bemnoz e taolent eor etre Porzh Maria hag ar garreg Tignouz.
Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.
Ur wech aet e-biou d'ar C'hap Palmas en em gaver war 'Aod an Olifant' ; hag adalek eno e kroger da verdeiñ penn er Reter ha zoken, e pennadoù a zo e troer un tamm etrezek ar Biz ; hag en doare-se, e-pad meur a zevezh ne vo ket tostaet muioc'h ouzh gouriz ar bed.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
merdeüs