merouri
Yann Kerangeven, eus a vereuri Kerouzere, a yoa e penn Klederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inizan, a Lanzeon, a yoa e penn Ploueskadiz, Gwineveziz, Lanhouarniz hag ar re a yoa deuet eus a-gostez Pagan ; Per Prijant, a Witevede, a yoa e penn tud e barrez ha kalz re all eus ar parrezioù all a-dro-war-dro.
Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
merourva