I.
G.
1. Stroll an aozoù naturel (hin, h.a.) a levezon buhez ar bevien.
An azasadur d'ar metoù.
2. [1622, 2015] Stroll kevredigezhel, dezhañ doareoù boutin a-fet buhez, boazioù, labour, h.a.
Metoù an arzourien. Metoù ar studierien. Metoù an armerzh. Ar meteier armerzhel, micherel.
[2015] Peseurt den eo, penaos e vev, peseurt meteier a zarempred.
HS. endro.
II.
Ar.
A. E-METOÙ.
1. E-kreiz.
E-metoù an dachenn. E-metoù ar parkoù.
2. (en e furmoù displeget unan)
War-dro.
Em metoù, ez metoù, en e vetoù, en he metoù : war ma zro, war da dro, h.a.
Pa varvin e fell din bezañ douaret en he metoù. Ne gavi nikun ez metoù.
DHS. e-kichen.
3. (en e furmoù displeget lies)
E-touez.
En hor metoù, en ho metoù, en o metoù : en hon touez, en ho touez, en o zouez. Me a zeuy en ho metoù evel ul laer. Erru out en hor metoù.
[1923] Da lavarout eo pobloù hanternoz an Europ, en o metoù ar Gelted.
DHS. e-ser.
HS. e-mesk.
B. DA-VETOÙ : davet.
Gwelet a ris ma mab o tont da'm metoù.
Mont a rin d'o metoù hepdale.
C. A-VETOÙ : a-douez.
A-vetoù al loened-doñv disteroc'h e c'haller envel ar yer.
&
A nep metoù : dre nep doare.
Goude ar pezh o deus graet ne gavint remed a nep metoù.
D. Dre nep metoù : dre nep doare.
N'on ket evit prouiñ se dre nep metoù.
Rezon arall a lakaan a-fet / Da vout kordial lesanvet / Honnezh eo rak en hon metoù / E tle bout sertes dre rezon / Me gav e efed plantet don / A-feson en hon kalonoù.
Rayson aral a lacquaff afet / De bout cordial leshanuet, / Honnez eo rac en bon metou / Ez dle bout certes dre raison, / Me queff é effet plantet doun / A faeçon en hon calounou.
1575
Daveenn :
M.
p36
Grit din, Mari, Dre an goulioù / A eure outraj an tachoù, / Na zeuy, a ziwezh da zezraoù, / Nepred droukspered d'hon metoù.
17. Gryt dyff, Mary, dre-n goulyou / A guere outraig an taichaou, / Na duy, à dyuez da dezraou, / Nepret drouc speret d-on metaou.
1622
Daveenn :
Do.
p63
metoù, e metoù an dachenn
metou, ê metou, an dachenn
1732
Daveenn :
GReg
pg emmi (la place)
vetou
metou
1732
Daveenn :
GReg
pg emmi (vieux mot qui signifioit : parmi, au milieu), environ (préposition; äls)
e metoù
ê metou
1732
Daveenn :
GReg
pg emmi (vieux mot qui signifioit : parmi, au milieu), environ (préposition; äls)
e metoù ar parkoù
e metou ar parcqou
1732
Daveenn :
GReg
pg emmi (les champs)
e metoù
é-métou
1850
Daveenn :
GON.II
pg métou
en hor metoù
enn hor métou
1850
Daveenn :
GON.II
pg métou
vetou
métou
1850
Daveenn :
GON.II
pg métou, touez
metou : [...] en o — .
1923
Daveenn :
SKET
p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Parmi eux".
Da heul kenwerzh ar goularz e sav darempredoù etre glannidi ar mor Kreizdouarek ha re mor an Hanternoz, ma voe andoniet er c’houn anezho diwezhatoc’h e-touez ar C’hresianed danevelloù-marzh diwar an Huperboreaned (da lavarout eo pobloù hanternoz an Europ, en o metoù ar Gelted) : [...] .
Da heul kenwerz ar goularz e sav darempredou etre glannidi ar mor Kreizdouarek ha re mor an Hanternoz, ma voe andoniet er c’houn anezo diwezatoc’h e-touez ar C’hresianed danevellou-marz diwar an Huperboreaned (da lavarout eo poblou hanternoz an Europ, en o metou ar Gelted) : [...] .
1923
Daveenn :
SKET
p.145 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
metou : e metou
metou : e-metou
1923
Daveenn :
SKET
p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Parmi, au milieu de".
An dibab all a zo klask sevel ur skeudenn eus personelezh ar muntrer - peseurt den eo, penaos e vev, peseurt meteier a zarempred - betek resisaat e peseurt kelc'hiad ez eo ar gwirheñvelañ e vo diskoachet.
2015
Daveenn :
EHPEA
p315
N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.