Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an traoù, an traezoù a daol gouloù, en tu gouzañv prl.) Trellañ (ub.). Mezevellet on bet gant an heol, gant an erc'h. 2. (db. an traoù a daol trouz) Lakaat penn ub. da dreiñ, dre e vouzarañ, e vadaouiñ. Klevet ur strakadeg daouarn gouest da vezevelliñ ar pennoù. 3. Dre skeud. Boemañ. Mezevellet e voe gant kened touellus ar plac'h-se. Setu ar pezh en deus mezevellet ma daoulagad. II. V.g. 1. (db. an dud) Bezañ badaouet gant udb. Mezevelliñ a ra alies. 2. (db. ar penn) Treiñ en abeg d'ur santadur bennak. Mezevelliñ a ra ma fenn. An hini a zalc'h da sellet ouzh an dour a vezevell e benn. C'hwezh kreñv al lore a laka meur a benn da vezevelliñ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

mezevell

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) défaillance (en pamoison)

mezevenniñ

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) défaillance (en pamoison), ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

mezevellet

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) défaillance (en pamoison), ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

mezevelli

1732
Daveenn : GReg pg ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

mezevellet

1732
Daveenn : GReg pg ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

mezevenniñ a ra alies

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

mezevelli

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni, mézévelluz, mézévennuz, sébéza

setu petra en deus mezevellet e zaoulagad

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

mezevenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

mezevellet

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

mezevennet

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

mezevellet on bet gant an erc'h

1850
Daveenn : GON.II pg mézévelli, mézévenni

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial