Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Si ar vezvierien ; boaz da vezviñ. E zremm a oa garanet don warni roud euzhus ar vezventi. 2. Pemdez Alkoolegezh. Stourm a-enep d'ar vezventi er gevredigezh. 3. Stad neb zo mezv. Mont a reas en ur vrañsellat, n'eo ket gant ar vezventi, met gant ar spont.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

mezventi

1499
Daveenn : LVBCA p145 (yuresce)

mezventi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mezvinti

mezventi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg yurognerie

hep mézventy

1732
Daveenn : GReg pg (sans s') enyvrer

mezventi

1850
Daveenn : GON.II pg mezveñti, mezviñti

mezvinti

1850
Daveenn : GON.II pg mezveñti, mezviñti

douget eo d'ar vezventi

1850
Daveenn : GON.II pg mezveñti, mezviñti

mezventi

1850
Daveenn : GON.II pg mezveñti, mezviñti

douget eo d'ar vezventi

1850
Daveenn : GON.II pg dougen

mezventi

1909
Daveenn : BROU p. 399 (ivrognerie)

Diwar-benn ar vezventi hag al lontegezh gant ar Gelted er c’hentañ hag en eilvet kantved kent H. S., sellout Jullian, Histoire de la Gaule, I, p. 342 ; II, pp. 420-421.

1923
Daveenn : SKET p.69

Ar gwellañ mignoned, o fenn trelatet, o daoulagad lizennet gant derzhienn ar vezventi, en em save an eil enep egile, skrignet gante o dent.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Daveenn : ATST p.21

D'ar c'houlz-se, ec'h eved gwin-ardant en ostalerioù dre golopinadoù, evel evañ dour. Ar vezventi a oa ur walenn spontus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.167

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Ne rae forzh Aleksandr avat eus ar c'hastizoù a lakaen warnañ bep gwech ma teue d'am c'haout gant e istorioù kartoù ; evit doare e oa trec'h e dech dezhañ, evel ma oa ar vezventi trec'h d'an hini a oa bet em servij araozañ, ha ne c'helle ket chom hep c'hoari.

1985
Daveenn : DGBD p166

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial