Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Mezvus
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.
Ur c'hleñved en devoa hag eo karout re-holl an evajoù mezvus, ha pa n'en deveze ket a-walc'h gant ar gwin-palmez, e rae ur stagad war win e vestr.