Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad ub., udb. zo e dañjer da vont da get. Daoust hag hor yezh a chomo war hent an argoll ? 2. (goude un ak.) En argoll : war var da vont da goll. Ul lestr en argoll. Saveteiñ ene o bro en argoll. 3. Bezañ en argoll : bezañ war var da vont da goll. Emañ an eost en argoll. 4. Lakaat udb. en argoll : e lakaat e-tailh da vezañ kollet. Lakaet em eus ma buhez en argoll evit ho saveteiñ. HS. arvar, dañjer, riskl ES. savete, surentez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

"argoll" : lakaat en —

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Mettre en danger" ("kas da goll" "envoyer à sa perte").

Degaser pep nevezenti dalvoudus, / Bevaer pep boaz mat en argoll, / Nerzhaer pep eneberezh, / Reizhaer leun a skiant hag a boell, / Hoaler pep lagad dre e gened, / Pep kalon dre e vadelezh, / Pep spered dre e furnez, / Pep ene dre e nerzh ; [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.11

bezañ en argoll

1924
Daveenn : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Etre sur le point de se perdre, être en danger".

"argoll" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.116 « Geriadurig », "demi-perdition".

en argoll

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ar2

argoll

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIX

Frañsez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier, a gendalc’he e Sant-Brieg gant e labour sovetaat ar brezhoneg en argoll, dre : […]

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Palmira Manso y de la Torre ?... Boued an argoll, e-giz holl verc'hed Eva...

1949
Daveenn : SIZH p.59

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Daveenn : SIZH p.41

"Paourkaezh Harry Jekyll", a soñje, " 'meus aon emañ en argoll !

2012
Daveenn : DJHMH p30

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial