Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. Obererezh koll (I A 1) udb. a oa e kerz pe e perc'henniezh an-unan. B. Ent strizh 1. Obererezh koll arc'hant ; degouezh ma vez brasoc'h an dispign eget ar gounid. Ar c'holl arc'hant. N'eus nemet koll o labourat an douar. Un tamm brav, un tamm mat a goll. & Trl. Sevel ar c'holl diwar ub. : skañvaat ar c'holl. Da sevel un tamm ar c'holl diwarni em eus prenet ul lodenn eus he marc'hadourezh. & Gwerzhañ war goll : d'ur priz izeloc'h eget ar priz prenañ pe ar priz koust. Ar genwerzhourien ne werzhont ket o zraoù war o c'holl. & Labourat war, diwar goll : labourat hep gounid ha gant mizoù ; labourat en aner. Ne felle ket dimp labourat diwar hor c'holl. Evit ma ne labourimp ket war goll. 2. (db. an dud, al loened) Disparti dre ar marv. Ar c'holl abred eus un tad pe ur vamm. 3. Trl. Kinnig* koll. C. Tr. adv. Koll-gwel : diwar-wel. Ar bagoù zo aet koll-gwel. II. G. A. Gwechad koll udb. Ur c'holl eo e pep kenver. Ur gwall goll. Nag ur c'holl ! Pebezh koll ! Peseurt koll zo erruet gantañ ? An dra-mañ a oa ur c'holl dezho. B. (db. an dud aet d'an anaon) 1. Diouer (II). Ur c'holl bras e voe marv Leon Fleuriot evit Breizh. 2. (er brezelioù, en e furm lies) Tud gloazet, lazhet. Kolloù bras zo eus tu an enebour. C. 1. Koll-amzer, koll-poan : ober didalvez, labour aner. Ur c'holl-amzer n'eo ken. [1944] Katell ha Chann a roas o bara war-lerc’h ar re all, dre ma ne oant ket prest gant ar c’holl-amzer a oa c’hoarvezet. 2. (db. ar merc'hed dougerez) Koll-bugale. Ur c'holl he deus graet. « Pet bugel he deus bet ? » - « Eizh bev, unan marv, hag ur c'holl. ». HS. diforc'h, disparti. 3. Koll-kalon : tra a laka da fallgaloniñ. An dra-se zo ur c'holl-kalon. D. Ent strizh Gwechad koll arc'hant. Ur c'holl bras hon eus graet. Kolloù bras zo kouezhet warnomp hevlene. Ar c'holloù kezeg-mañ zo gwall golloù. & Trl. Kaout koll war goll : bezañ koll meur a wech diouzh renk, dastum kolloù. An den-se, o welet n'en doa gant e verouri nemet koll war goll a zeuas da fallgaloniñ. E. (db. an dourredennoù) Lec'h ma'z a an dour diwar-wel e-barzh an douar. Amañ emañ ar c'holl.

Skouerioù istorel : 
42
Kuzhat roll ar skouerioù

koll

1659
Daveenn : LDJM.1 pg auortement, dechet, perdition

Ar Werc'hez c'hlorius a welas / He mab prizius el Lammgroaz, / Pa varvas evidomp-ni-holl, / D'hor miret nad aziemp da goll.

1677
Daveenn : Do. p67

koll

1732
Daveenn : GReg pg avortement (fausse couche), dechet (perte, diminution de prix, de valeur), desavantage, detriment (perte), dommage, echec (perte, malheur), exterminer (perdre, détruire)

kolloù

1732
Daveenn : GReg pg avortement, dommage

degas koll

1732
Daveenn : GReg pg (causer du) dommage

koll a vugale

1732
Daveenn : GReg pg (fausse) couche (accouchement avant terme, ou jetter une masse informe)

gant koll

1732
Daveenn : GReg pg desavantageusement

kaou domaj, koll

1732
Daveenn : GReg pg (recevoir du) dommage

kollet e skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg fou (Devenir fou, pp.)

grecg he deus collet bugale, he deus graet ur c'holl.

1732
Daveenn : GReg pg femme (qui a fait une fausse couche)

en hoz koll a vezo

1732
Daveenn : GReg pg (ce sera à votre) dommage (à vos frais)

ur gwall goll en deus bet

1732
Daveenn : GReg pg (il a eu un vilain) échec

em c'holl

1732
Daveenn : GReg pg (a mon) dommage

Gwerzhet em eus war goll.

1850
Daveenn : GON.II pg koll (J'ai vendu à perte).

koll

1850
Daveenn : GON.II pg koll (Perte, privation de quelque chose d'avantageux, d'agréable ou de commode qu'on avait. Dommage. Détriment. Préjudice. Ruine).

kolloù

1850
Daveenn : GON.II pg koll (Perte, privation de quelque chose d'avantageux, d'agréable ou de commode qu'on avait. Dommage. Détriment. Préjudice. Ruine. Pl.)

Em c'holl eo.

1850
Daveenn : GON.II pg koll (C'est à mon dommage, à mon préjudice).

Kolloù bras a zo kouezhet warnomp hevlene.

1850
Daveenn : GON.II pg koll (Nous avons éprouvé de grandes pertes cette année).

n'on ket bet diwallet eus va c'holloù

1850
Daveenn : GON.II pg diwallout

skeudenn ar gounid eo ar bezv, ha skeudenn ar c'holl ar c'helvez, e gwerzioù ar varzhed kozh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûden

war goll

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "en perte".

Pebezh koll evidon !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Quelle perte pour moi ! "

Ar c'holl eus a ur skoed a zo ur c'holl bras evit meur a hini.

1850
Daveenn : GON.II p.60

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"

1867
Daveenn : MGK p24

« Mard eo ur c'holl din-me, / Dezhañ e vo ive, / Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamantiñ, / Tesko diwar e goust mont da goumanantiñ. »

1867
Daveenn : MGK p93

Er brezel, e ranker soñjal e pep tra, er c’holl kerkoulz hag er gounid, ha bezañ e tu da harpañ ouc’h [ouzh] ar c’holl kerkoulz ha da lakaat ar gounid da vezañ talvoudus.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Diwall ar skrivour anezhañ ouzh pep fazi, ouzh pep treuzlevezon, ouzh pep strobinell ; diwall ar skrid ouzh pep koll, ouzh pep gwall, ouzh pep drast !

1923
Daveenn : SKET p.83

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

Da heul ar gwallgolloù-se dezho, un niver Skaled ha Sitoned ha sevel en o bagoù ha treuziñ ar mor da vont da ziazezañ o annez en enez Albio.

1923
Daveenn : SKET p.123

Meuleudi d’ar re / O deus sevenet pizh / E-keñver ar bugel-mañ / Holl lidoù ar c’hanedigezh : / Da goll ne day ket o foan, / D’ar bugel e talvezo !

1924
Daveenn : SKET.II p.10

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

war-goll

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ar2

Ha kement a zo a wragez dougerezed el lez-mañ a raio ur c'holl hag ar re ned int ket a vo sammet gant un droug ken bras ma troio ar vamm enno e doare ma ne vint biken brazez diwar hiziv

1929
Daveenn : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 47

bezañ war-goll

1931
Daveenn : VALL pg (être aux) abois

ober ur c'holl

1931
Daveenn : VALL pg avorter

koll

1931
Daveenn : VALL pg avortement

N’on ket nec’het gant ho koll pe ho kounidigezh.

1944
Daveenn : ATST p.71

Katell ha Chann a roas o bara war-lerc’h ar re all, dre ma ne oant ket prest gant ar c’holl-amzer a oa c’hoarvezet.

1944
Daveenn : ATST p.89

Ne vije nemet hanter goll eta.

1985
Daveenn : DGBD p57

Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial