Dourenn c'hludek a ver diouzh ar fri.
Hennezh a vez mic'hi ouzh e fri ken e vez heugus.
&
Fri-mic'hi : mic'hieg.
&
Dre fent, pemdez
Stal ar mic'hi : lec'h etre ar fri hag ar vuzell uhelañ.
[1877] [U]r paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi [...].
Daveenn :
LVBCA
p141 (moruet ou pueur du nez, ou d-aultre chose)
mic'hienn
mec'hien
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg morueau
mic'hi
mec'hi
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg morueau
mic'hi
mec'hi
1699
Daveenn :
Har.
pg mic'hi (morve)
mic'hi
méc'hi
1850
Daveenn :
GON.II
pg méc'hi, mic'hi, melv, sterven
mic'hi
1850
Daveenn :
GON.II
pg méc'hi, mic'hi
mec'hi
méc'hi
1850
Daveenn :
GON.II
pg mélouennek
Ma laka e fri er prenestr, eme unan eus ar chouanted, va zenn fuzuilh-me her lakaio d’hen tennañ gantañ, war e giz, buanoc’h eget n’en devezo c’hoant, ha ne gredan ket en defe a-c’houdevezh ezhomm da dennañ ar mec’hi anezhañ ken.
Ma laka he fri er prenestr, eme unan euz ar chouanted, va zenn fuzil-me her lakaio d’hen tenna ganthan, var he giz, buanoc’h eget n’en devezo c’hoant, ha ne gredan ket en defe a c’houdevez izoum da denna ar mec’hi anezhan ken.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.117-118
Pa welas ar re-mañ n’oa er c’hogn-se nemet ur manac’h mac’hagnet, unan anezho, ur paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi, hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouc’h an nor…
Pa velaz ar re-man n’oa er c’hougn-ze nemed eur manac’h mac’hagniet, unan anezho, eur paotrik iaouank ha n’en doa ket c’hoaz eur varvenn var stal ar mec’hi, hen treuzaz gand eun taol baionnettez ken doun ha ken didruez ma her stagaz ouc’h an nor…
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.41
Heugus a-walc'h e oant e gwirionez. Frioù mic'hiek, mic'hi war o dremm, mic'hi war o genoù, war o daouarn. Mic'hi war o dilhad, war va dilhad din-me, torchañ o fri war ma bragez a raent bemdez.