Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bugel, den yaouank n'eo ket tizhet gantañ an oadouriezh hervez lezenn c'hoazh. Lezel ar minor gant e vamm, a voe anvet kulatorez. 2. Bugel zo marvet digantañ unan eus e dud d'an nebeutañ. Minored hep tad na mamm, na ti nag aoz. [1878] a-barzh nemeur n’en devezo mamm ebet kennebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour war an douar. & Ur minor rik : un den zo marv e dad hag e vamm. [1954] Dre ma 'z oa ur minor rik, savet e voe gant e dintin Mari-Job Derrien, ur vaouez ken lart hag ur vlonegenn ha mat-tre ar stal ganti, met daoust da se, tost-daonet. & Ent strizh Bugel marvet e dad e-doug ur brezel, zo skoret gant ar Stad. Kevredigezh minored ar vro. HS. emzivad. 3. Pennhêr pinvidik. Da Elen e oa bet kinniget minored, met o c'has a rae da vale. 4. Relij. Ezel eus trede rann urzh sant Frañsez. & (impl. da stn.) Ar frered minor : izili trede rann urzh sant Frañsez. DHS. kabusin.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

minor

1499
Daveenn : LVBCA p145 (mineur)

minor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg orfelin

disklêriañ ur minor den-a-dra

1732
Daveenn : GReg pg émanciper (mettre un mineur hors de la puissance de son tuteur, & lui donner la joüissance du revenu de son bien)

lakaat ur minor en e dra

1732
Daveenn : GReg pg émanciper (mettre un mineur hors de la puissance de son tuteur, & lui donenr la joüissance du revenu de son bien)

disklêrasion pehini a laka ur minor en e dra

1732
Daveenn : GReg pg émancipation

disklêrasion hervez pehini ez eo graet ur minor den-a-dra

1732
Daveenn : GReg pg émancipation

ar Minor

1732
Daveenn : GReg pg (le dernier) Cadet

ar Minor

1732
Daveenn : GReg pg (le dernier) Cadet

disklêriet ur minor den-a-dra

1732
Daveenn : GReg pg émanciper (mettre un mineur hors de la puissance de son tuteur, & lui donner la joüissance du revenu de son bien, pp.)

Leveret din eta en berr-gomzoù / pet a zo dimeus an urzhoù ? Seizh, ar pevar c’hentañ zo anvet minoret : soudiakonad, diakonat hag ar velegiezh

1840
Daveenn : LAUrenspab.ms BUR07

minorezed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minorez ou minourez (mineure, celle qui n'a point l'âge de majorité. en Corn. et en Tréguier, orphelin [sic] de père ou de mère. Pl.)

minorezed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minorez ou minourez (mineure, celle qui n'a point l'âge de majorité. en Corn. et en Tréguier, orphelin [sic] de père ou de mère. Pl.)

minorez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minorez ou minourez (mineure, celle qui n'a point l'âge de majorité. en Corn. et en Tréguier, orphelin [sic] de père ou de mère).

minorez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minorez ou minourez (mineure, celle qui n'a point l'âge de majorité. en Corn. et en Tréguier, orphelin [sic] de père ou de mère).

Minor eo c'hoazh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minor ou minour (mineur, il est encore mineur).

minored

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minor ou minour (mineur, qui n'a point atteint l'âge prescrit par les lois pour disposer de sa personne ou de son bien. en Trég. et en Corn., orphelin de père ou de mère. Pl.)

minored

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minor ou minour (mineur, qui n'a point atteint l'âge prescrit par les lois pour disposer de sa personne ou de son bien. en Trég. et en Corn., orphelin de père ou de mère. Pl.)

minor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minor ou minour (mineur, qui n'a point atteint l'âge prescrit par les lois pour disposer de sa personne ou de son bien. en Trég. et en Corn., orphelin de père ou de mère).

O ! me 'ouie ervat, eme ar wreg, 'oac’h kristenien vat ha n’ho pije ket graet un intañvez ac’hanon, gant pevar minor war va divrec’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.114

Ar barrez a-bezh a yoa en em zestumet en-dro d’ar vinorez kaezh, evit lavaret a-unan ganti ur bedenn war bez he mamm ha kemeret perzh en he glac’har.

1878
Daveenn : EKG.II p.171

Anna, emezi, gouzout a ran eo ho prasañ c’hoant mont da leanez e kouent Kastell ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vijec’h aet goude an eost a zeu ; bremañ e rankan en em zislavaret. Anna, chomit gant ho preur, n’eñ dilezit ket ; n’en deus tad ebet mui, a-barzh nemeur n’en devezo mamm ebet kennebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour war an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.170

minor

1909
Daveenn : BROU p. 233 (orphelin mineur)

minorez

1909
Daveenn : BROU p. 233 (orphelin mineur)

Dre ma 'z oa ur minor rik, savet e voe gant e dintin Mari-Job Derrien, ur vaouez ken lart hag ur vlonegenn ha mat-tre ar stal ganti, met daoust da se, tost-daonet.

1954
Daveenn : VAZA p.18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial