Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. (db. ar stêrioù) Lodenn eus ur stêr zo etre ur poent lec'hiet war he naoz hag he mammenn. 2. Tr. ar. EN ARGREC'H DA : uheloc'h eget, a-hed ur stêr. En argrec'h d'an diazad ruz e kleuz ar Yang-Tse ur ganienn don. En argrec'h d'ar Ruhr e sav ar glaou, an dir. 3. Nevez, dre skeud. (en armerzh hag en teknikoù) EN ARGREC'H DA : a-raok ar poent a gomzer anezhañ, a-raok ar mare a gomzer anezhañ en un argerzh. Tro-dro d'al labour-douar ez eus un niver bras a vicherioù. En argrec'h d'al labour-douar e vez kavet ar saverien binviji labour-douar. II. Stn. Nevez, dre skeud. (en armerzh hag en teknikoù) Zo a-raok ar poent, ar mare, al lec'h a gomzer anezhañ en un argerzh. & Greanterezh argrec'h: lodenn eus ar greanterezh a fard hag a bourchas danvez d'un embregerezh pe d'ul lodenn all eus an armerzh. Er gounezvouederezh, ar greanterezh argrec'h a fard hag a bourchas danvez (boued chatal) d'al labour-douar dreist-holl. ES. ardraoñ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial