moan
lian moan
moan
moanoc'h
ur c'horf moan
neud moan
un dailh voan
un neudenn voan
moanañ
moan ha distag
moan ha dispos
moan
moan
koadenn voan
moan
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant an tzarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »
Fañch 'vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall (1) ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete [war-vete] nebeut hag ul las botez.
Hag e rankin ober kof-moan peogwir e oan chomet ur c'hardeur re ziwezhat evit goulenn va zamm.
Miz bennak goude e ris anaoudegezh gant ur ouenn all, kelien moan bras a vez graet kelien-gorilh anezho, hep ma c'hellfen asuriñ ha bez e vezont war-dro an Aotrou Marmouz-se ; evit un den avat ez int traoù hegasus.
"Ho trugarekaat," a respontan dezhañ, moan ma revr.
Ul lunedoù moan o moull zo war e fri hag ur barv glas fonnus en deus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
moan