Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. [1931, 1985] Brumenn dev. Ar vorenn izel zo dañjerus. [1985] En aner eo em eus klasket gwelout begoù uhel Inizi Canarias; chom a reont kuzhet er vorenn. DHS. mogidell, morlusenn. HS. lusenn. 2. [1699, 1850] Aezhenn, burezh. Tan ha morenn voged. Ar vorenn a zeu eus anal an dud pa vez yen. [1699] Ur vorenn diwar an douar. II. B. Dre skeud. 1. Diaez gweled a c'hoarvez gant ar fallaennoù. Savet ur vorenn d'e zaoulagad. HS. brumenn. 2. [1850] Kalonad, poan spered, deuet diwar c'hoantoù, karantez, santadoù pe santadurioù ; barrad melkoni. Enkrezet eo gant ar morennoù.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

ur vorenn diwar an douar

1699
Daveenn : Har. pg an, diwar, douar, morenn, ur (une exhalaison de la terre)

morenn

1850
Daveenn : GON.II pg môgéden, moren

morennoù

1850
Daveenn : GON.II pg moren

enkrezet eo gant ar morennoù

1850
Daveenn : GON.II pg moren

En drede nozvezh, e welas o tont a-wel dirazañ, er-maez eus ar vorenn a c’holoe ar stêr, ur c’hadour uhelventek o terc’hel en e zorn ur goaf, a-ispilh outañ kroc’hen gwadek ur bleiz.

1923
Daveenn : SKET p.50

E-kreiz ur gronnad morenn edo o ruilhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

morenn

1931
Daveenn : VALL pg brouillard

En aner eo em eus klasket gwelout begoù uhel Inizi Canarias war an tu dehou ; chom a reont kuzhet er vorenn ha dav e vo din gortoz ken an distro evit o damwelout.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial