Loenon. (en e furm lies)
Urzhad bronneged mor dezho div angell diaraok hag un angell lost a-led.
&
Morviled fanoliek : isurzhad dezho fanolioù en o genoù ha div fronell war o c'hlopenn.
&
Morviled dantek : isurzhad dezho dent en o genoù hag ur fronell hepken war o c'hlopenn.
&
(en e furm unan)
Ur morvil dantek eo ar morhoc'h beg-hir hag ur morvil fanoliek eo ar balum glas.
Daveenn :
SKET
p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "bête ou monstre marin, cétacé, baleine".
"balum" g. [...] (ivez "morvil")
1923
Daveenn :
SKET
p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "baleine".
Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.
Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnou o tarc’hoï taoliou pounner en dour gand o lostou divent hag o nesaat d’ar vag.
1923
Daveenn :
SKET
p.110
D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.
D’ar re-man o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennou, ar pesked a neunv e douriou ar mor, ar gwall-vorviled a vev en dounderiou anezan, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennou mezus.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
Ar pezh a gave dezhañ ez oa ur vougev n’oa netra ken nemet geol un euzhadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-se, ar strishañ war c’henou ar stêr, evit lonkañ kement pesk a ziskennje gant red an dour.
Ar pez a gave d’ezan ez oa eur vougeo n’oa netra ken nemet geol eun euzadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-ze, ar strisa war c’henou ar stêr, evit lonka kement pesk a ziskennje gant red an dour.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.57-58
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummoù, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouzh an neñv, e c'hourveze luskellet gant houlennadoù e vorviled.
Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e c'hourveze luskellet gant houlennadou e vorviled.