Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an dud) Lakaat ub. divarrek da embreger ezel pe ezel eus e gorf. Ar rae-vorz a vorz an dud. Eñ e-unan a voe trawalc'h evit morzañ o izili ouzh ar soudarded. & (en tu gouzañv) Bremaik e c'hallin tommañ ma izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni. 2. Dre ast. (db. an traoù) Terriñ nerzh un taol, ur stroñs, h.a. Morzañ un taol, ur stok. II. V.g. 1. (db. izili an dud) Dont divarrek da fiñval. Dre forzh skeiñ e vorze e vrec'h. 2. Dre skeud. (db. an dud, o spered, o skiantoù) Dont da vezañ diefedus ; diseblant, laosk. Morzañ a ra en dilabour. Pa voe aet Anna diouzhin, en em silas em izili an diegi, hag e vorzas ma skiantoù. Kalon an den a zeu da vorzañ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

morzañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg morsa

morzit

1732
Daveenn : GReg pg (s') engourdir (de lassitude, ou de rhumatisme)

morzañ en didalvoudegezh

1732
Daveenn : GReg pg croupir (dans l'oisiveté)

morzañ en e bec'hed

1732
Daveenn : GReg pg croupir (dans son peché)

morzañ ur mempr

1732
Daveenn : GReg pg endormir (ôter le sentiment d'un membre, l'engourdir)

morzet eo va garr

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai la jambe) endormie (pour l'avoir tenuë longtems pliée sous moi)

morzañ

1732
Daveenn : GReg pg (s') engourdir (de lassitude, ou de rhumatisme)

morzit

1850
Daveenn : GON.II pg morza

morzet-holl on abaoe

1850
Daveenn : GON.II pg morza

morzañ a ra en didalvoudegezh

1850
Daveenn : GON.II pg morza

morzañ

1850
Daveenn : GON.II pg morza, morzen

Tabut a vez ivez etre an dud war dalvoudegezh ar c'housk-se : evidon-me ne oan ket evit e c'houzañv e-pad ar mizioù kentañ ha gwell e veze ganin mont da ober un droig-vale ; ha ma teue din mont da c'hourvez, evel ar re all, e saven ac'hano brevet va c'horf ouzhin ha morzhet [morzet] va spered evit ar peurrest eus an endervezh (ne veze ket ano a gousk, anat, pa vezen o labourat er-maez).

1985
Daveenn : DGBD p150

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial